Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Samuel 16:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 Neuze Samuel a gemeras ar c'horn eoul hag a olevas anezhañ e-touez e vreudeur. Hag adalek an deiz-se e krogas Spered an AOTROU en David. Ha Samuel a savas hag a yeas da Rama.

Ver Capítulo Copiar




1 Samuel 16:13
27 Referencias Cruzadas  

Neuze e lavaras Natan da Zavid: Te eo an den-se! Evel-henn e komz an AOTROU Doue Israel: Da olevet em eus da roue war Israel, ha da zieubet em eus eus dorn Saül,


Tud Juda a zeuas da oleviñ eno David da roue war di Juda. Hag e voe kaset ur c'heloù da Zavid o lavarout: Tud Jabez Galaad o deus sebeliet Saül.


Setu amañ komzoù diwezhañ David. David mab Jese, an hini a zo bet savet uhel, an hini a zo bet olevad Doue Jakob, ar c'haner karet eus Israel, a lavaras:


Holl henaourien Israel a zeuas eta etrezek ar roue da Hebron, ha David a reas ganto un emglev en Hebron dirak an AOTROU. Hag ec'h olevjont David da roue war Israel.


Jehu a savas hag a yeas en ti. An den yaouank a skuilhas eoul war e benn hag a lavaras dezhañ: Evel-henn e komz an AOTROU: Da oleviñ a ran da roue war bobl an AOTROU, war Israel.


Holl henaourien Israel a zeuas eta etrezek ar roue da Hebron, ha David a reas ganto un emglev en Hebron dirak an AOTROU . Hag ec'h olevjont David da roue war Israel, hervez komz an AOTROU a oa bet disklêriet dre Samuel.


Komzet ez poa gwechall da'z karet-mat en ur weledigezh, o lavarout: Roet em eus sikour d'un den kadarn, savet em eus a-douez ar bobl un den nerzhus,


kavet em eus David va servijer, olevet em eus anezhañ gant va eoul santel,


Me a ziskenno hag eno e komzin ouzhit; kemer a rin eus ar spered a zo warnout da lakaat warno, evit ma tougint ganit karg ar bobl ha na zougi ket da-unan anezhi.


An AOTROU a lavaras da Voizez: Kemer Jozue mab Nun, un den a zo ar Spered ennañ, hag e lakai da zorn warnañ.


rak an hini en deus Doue kaset a lavar komzoù Doue, rak Doue ne ro ket dezhañ ar Spered dre vuzul.


O vezañ e gaset kuit, e savas dezho David evit roue, hag e roas an testeni-mañ dezhañ: Kavet em eus David mab Jese, den hervez va c’halon, hag e peurc’hraio va holl volontez.


karet ec’h eus ar reizhder ha kasaet an direizhder, dre-se, o Doue, da Zoue en deus da olevet gant un eoul a levenez dreist da genseurted.


Ha petra a lavarin c’hoazh? Rak an amzer a vankfe din evit komz eus Gedeon, Barak, Samzun, Jefte, David, Samuel, ar brofeded,


Spered an AOTROU a voe war Jefte. Hemañ a dremenas Galaad ha Manase, a yeas betek Mizpe Galaad, hag eus Mizpe Galaad a yeas war-zu mibien Ammon.


Ha Spered an AOTROU a stagas da gregiñ ennañ e Makane-Dan etre Zorea hag Eshtaol.


Spered an AOTROU a grogas e Samzun, hag e tispennas anezhañ evel ma tispenner ur menn-gavr, hep netra en e zorn. Met ne lavaras na d'e dad na d'e vamm ar pezh en doa graet.


Spered an AOTROU a voe warnañ, hag e varnas Israel, hag ez eas d'ar brezel. An AOTROU a lakaas Kushan-Rishataim roue Mezopotamia etre e zaouarn, hag e zorn a voe galloudus a-enep Kushan-Rishataim.


Goude-se e savjont mintin mat, e stoujont dirak an AOTROU , hag e tistrojont da zont d'o zi da Rama. Hag Elkana a anavezas Anna e wreg, hag an AOTROU en doe soñj anezhi.


Samuel a gemeras ur vured eoul, a skuilhas war benn Saül, hag e pokas dezhañ, hag e lavaras: An AOTROU , ha n'en deus ket da olevet evit bezañ rener war e hêrezh?


Neuze Spered an AOTROU a grogo ennout, hag e profedi ganto, hag e teui da vezañ un den all.


Spered Doue a grogas e Saül pa glevas ar c'homzoù-se, hag e gounnar a entanas meurbet.


Unan eus e servijerien a respontas o lavarout: Setu, gwelet em eus ur mab da Jese eus Betlehem, hag a oar c'hoari; un den kalonek ha nerzhus, ur brezelour eo, a gomz mat, un den kaer, hag an AOTROU a zo gantañ.


Saül en doa aon dirak David, dre ma oa an AOTROU gantañ, ha ma oa aet kuit digant Saül.


Me a lakaio din un aberzhour feal, unan hag a raio hervez va c'halon ha va ene. Hag e savin dezhañ un ti padus, hag e kerzho dirak va olevad da viken.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos