Hag e lezas etre daouarn Jozef kement en doa, ha ne gemere anaoudegezh eus netra gantañ nemet eus ar boued a zebre. Jozef a oa kaer a vent ha kaer a zremm.
Setu amañ komzoù diwezhañ David. David mab Jese, an hini a zo bet savet uhel, an hini a zo bet olevad Doue Jakob, ar c'haner karet eus Israel, a lavaras:
Bremañ e komzi evel-henn da Zavid va servijer: Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Da gemeret em eus er peurvanoù e-kichen an deñved, evit bezañ penn war va fobl Israel,
Unan eus e servijerien a respontas o lavarout: Setu, gwelet em eus ur mab da Jese eus Betlehem, hag a oar c'hoari; un den kalonek ha nerzhus, ur brezelour eo, a gomz mat, un den kaer, hag an AOTROU a zo gantañ.
Pa welas Saül David o vont a-ziarbenn d'ar Filistin, e lavaras da Abner penn e arme: Abner, da biv eo mab an den yaouank-se? Hag Abner a respontas: Ken gwir ha ma vev da ene, o roue, n'ouzon ket.