11 Niver an deizioù ma renas David en Hebron war di Juda, a voe seizh vloaz ha c'hwec'h miz.
Daou-ugent vloaz e oa Ishboshed mab Saül pa zeuas da roue war Israel, hag e renas daou vloaz. Ti Juda hepken a heulie David.
An amzer ma renas David war Israel a oa daou-ugent vloaz. Ren a reas seizh vloaz en Hebron, ha tri bloaz ha tregont e Jeruzalem.
An amzer en doa renet war Israel a voe daou-ugent vloaz. Ren a reas seizh vloaz en Hebron, ha tri bloaz ha tregont e Jeruzalem.
Ar c'hwec'h-se a voe ganet dezhañ en Hebron, e-lec'h ma renas seizh vloaz ha c'hwec'h miz. Goude e renas e Jeruzalem tri bloaz ha tregont.