10 Daou-ugent vloaz e oa Ishboshed mab Saül pa zeuas da roue war Israel, hag e renas daou vloaz. Ti Juda hepken a heulie David.
Niver an deizioù ma renas David en Hebron war di Juda, a voe seizh vloaz ha c'hwec'h miz.
Met Abner mab Ner, penn arme Saül, a gemeras Ishboshed mab Saül, hag en lakaas da dremen da Vahanaim,
hag en lakaas da roue war Galaad, war an Ashuried, war Jizreel, war Efraim, war Benjamin, ha war holl Israel.
Neuze e kasas David kannaded da Ishboshed mab Saül evit lavarout dezhañ: Ro din va gwreg Mikal am eus dimezet dezhi evit kant pod-mezenn Filistined.