Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Samuel 5:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Holl henaourien Israel a zeuas eta etrezek ar roue da Hebron, ha David a reas ganto un emglev en Hebron dirak an AOTROU. Hag ec'h olevjont David da roue war Israel.

Ver Capítulo Copiar




2 Samuel 5:3
16 Referencias Cruzadas  

Tud Juda a zeuas da oleviñ eno David da roue war di Juda. Hag e voe kaset ur c'heloù da Zavid o lavarout: Tud Jabez Galaad o deus sebeliet Saül.


Bremañ eta ra en em greñvaio ho taouarn, ha bezit tud kadarn. Rak Saül hoc'h aotrou a zo marv, ha ti Juda en deus va olevet da roue warnañ.


Abner a lavaras da Zavid: Sevel a rin hag ez in da zastum holl Israel e-kichen ar roue va aotrou, evit ma raint emglev ganit, hag e reni evel ma fell da'z ene. Ha David a lezas Abner da vont kuit, hag ez eas e peoc'h.


Ra vo olevet eno gant an aberzhour Zadok hag ar profed Natan, da roue war Israel. Hag e sonot gant ar shofar hag e lavarot: Ra vevo ar roue Salomon!


Jehojada, a reas un emglev etre an AOTROU, ar roue hag an holl bobl, ma vefent pobl an AOTROU; hag e reas unan etre ar roue hag ar bobl.


Hag holl Israel a yeas da gavout David, da Hebron, en ur lavarout: Setu, ni a zo da eskern ha da gig.


Holl henaourien Israel a zeuas eta etrezek ar roue da Hebron, ha David a reas ganto un emglev en Hebron dirak an AOTROU . Hag ec'h olevjont David da roue war Israel, hervez komz an AOTROU a oa bet disklêriet dre Samuel.


An AOTROU Doue Israel en deus va dibabet a-douez holl di va zad evit bezañ roue war Israel da viken. Rak dibabet en deus Juda evel rener, hag a-douez ti Juda, dibabet en deus ti va zad, hag a-douez mibien va zad, kemeret en deus plijadur ennon, evit va lakaat da ren war holl Israel.


Jehojada, an holl bobl hag ar roue a reas un emglev, evit bezañ pobl an AOTROU.


En abeg da gement-se hon eus lakaet dre skrid un engouestl start, hag hor pennoù, hol Levited hag hon aberzhourien a laka o siell.


Kae, dastum henaourien Israel ha lavar: An AOTROU , Doue ho tadoù, a zo en em ziskouezet din, Doue Abraham, Izaak ha Jakob, hag en deus lavaret: A-dra-sur gwelet em eus ac'hanoc'h hag ar pezh a vez graet deoc'h en Ejipt,


Neuze Jozue hag holl Israel gantañ a bignas eus Eglon da Hebron, hag e vrezeljont outi.


Jefte a yeas eta gant henaourien Galaad, hag ar bobl a lakaas anezhañ warno da rener ha kabiten, ha Jefte a adlavaras dirak an AOTROU e Mizpa an holl gomzoù en doa lavaret.


Hag an holl bobl a yeas da C'hilgal, hag eno e lakajont Saül da roue, dirak an AOTROU e Gilgal, hag ec'h aberzhjont aberzhoù a drugarekadennoù dirak an AOTROU . Ha kalz a levenez o doe eno Saül hag holl dud Israel.


Neuze Samuel a gemeras ar c'horn eoul hag a olevas anezhañ e-touez e vreudeur. Hag adalek an deiz-se e krogas Spered an AOTROU en David. Ha Samuel a savas hag a yeas da Rama.


Ober a rejont eta o-daou un emglev dirak an AOTROU . Ha David a chomas er goadeg, ha Jonatan a zistroas d'e di.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos