Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Danevelloù 11:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Holl henaourien Israel a zeuas eta etrezek ar roue da Hebron, ha David a reas ganto un emglev en Hebron dirak an AOTROU . Hag ec'h olevjont David da roue war Israel, hervez komz an AOTROU a oa bet disklêriet dre Samuel.

Ver Capítulo Copiar




1 Danevelloù 11:3
15 Referencias Cruzadas  

Tud Juda a zeuas da oleviñ eno David da roue war di Juda. Hag e voe kaset ur c'heloù da Zavid o lavarout: Tud Jabez Galaad o deus sebeliet Saül.


Holl henaourien Israel a zeuas eta etrezek ar roue da Hebron, ha David a reas ganto un emglev en Hebron dirak an AOTROU. Hag ec'h olevjont David da roue war Israel.


Ren a reas war Juda en Hebron seizh vloaz ha c'hwec'h miz, hag e renas tri bloaz ha tregont e Jeruzalem war holl Israel ha Juda.


Jehojada, a reas un emglev etre an AOTROU, ar roue hag an holl bobl, ma vefent pobl an AOTROU; hag e reas unan etre ar roue hag ar bobl.


E servijerien a sammas anezhañ marv war ur c'harr, hag en degasjont da Jeruzalem, hag e voe sebeliet en e vez. Ha tud ar vro a gemeras Joakaz mab Joaz, hag ec'h olevjont anezhañ, hag en lakajont da roue e-lec'h e dad.


Setu amañ pennoù an dud kadarn a oa gant David, hag a sikouras anezhañ gant holl Israel en e rouantelezh, evit e lakaat da ren, hervez komz an AOTROU diwar-benn Israel.


An holl vodadenn a reas un emglev gant ar roue e ti Doue. Jehojada a lavaras dezho: Setu, mab ar roue a reno, evel m'en deus disklêriet an AOTROU diwar-benn mibien David.


Jefte a yeas eta gant henaourien Galaad, hag ar bobl a lakaas anezhañ warno da rener ha kabiten, ha Jefte a adlavaras dirak an AOTROU e Mizpa an holl gomzoù en doa lavaret.


Hag an holl bobl a yeas da C'hilgal, hag eno e lakajont Saül da roue, dirak an AOTROU e Gilgal, hag ec'h aberzhjont aberzhoù a drugarekadennoù dirak an AOTROU . Ha kalz a levenez o doe eno Saül hag holl dud Israel.


Samuel a lavaras dezhañ: An AOTROU en deus freget hiziv rouantelezh Israel diwarnout, hag en deus he roet da'z nesañ, a zo gwelloc'h egedout.


An AOTROU a lavaras da Samuel: Betek pegeit e ri kañv da Saül, pa em eus e daolet kuit evel roue war Israel? Leugn da gorn gant eoul ha kae. Me a gaso ac'hanout da gavout Jese eus Betlehem, rak gwelet em eus unan e vibien evel roue evidon.


Hag e pedi Jese d'an aberzh, hag e roin dit da anavezout ar pezh az po d'ober, hag ec'h olevi evidon an hini a lavarin dit.


Ober a rejont eta o-daou un emglev dirak an AOTROU . Ha David a chomas er goadeg, ha Jonatan a zistroas d'e di.


An AOTROU en deus graet evel m'en doa lavaret drezon. An AOTROU en deus lamet da rouantelezh eus da zaouarn hag he roet da'z nesañ, da Zavid.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos