2 Samuel 19:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
Hag an holl bobl a dabute en holl veuriadoù Israel o lavarout: Ar roue en deus hon dieubet eus dorn hon enebourien hag hon saveteet eus dorn ar Filistined, ha bremañ ez eo tec'het kuit eus ar vro en abeg da Absalom.
David a lavaras d'e holl servijerien a oa gantañ e Jeruzalem: Savit ha tec'homp, rak ne c'hellfemp ket bezañ saveteet dirak Absalom. Hastit mont kuit, gant aon na hastfe-eñ, na tapfe ac'hanomp, na taolfe ar gwalleur warnomp, ha na skofe war gêr gant troc'h ar c'hleze.
Kemer a rejont Absalom, hag en taoljont er goadeg en un toull bras, hag e lakajont warnañ ur bern mein bras-meurbet. Holl Israel a dec'has, pep hini d'e deltenn.
Neuze e teuas David e Baal-Perazim, e-lec'h ma o filas, hag e lavaras: An AOTROU en deus stlabezet va enebourien dirazon evel doureier o tic'hlannañ. Setu perak ec'h anvas al lec'h-se Baal-Perazim.
Evel-se David, gant ur vatalm hag ur maen, a voe kreñvoc'h eget ar Filistin, hag e skoas gant ar Filistin, hag en lakaas d'ar marv. David n'en doa kleze ebet en e zorn.
Saül a lavaras: Evel-henn e komzot ouzh David: Ar roue ne c'houlenn ket a argouroù nemet kant pod-mezenn Filistined, evit ma vo veñjet ar roue eus e enebourien. Saül en doa c'hoant da lakaat David da gouezhañ etre daouarn ar Filistined.
Lakaet en deus e vuhez war var ha lazhet ar Filistin, hag an AOTROU en deus graet drezañ un dieubidigezh vras evit holl Israel. Gwelet ec'h eus hag ec'h eus bet levenez. Perak pec'hiñ a-enep ar gwad didamall o lakaat David d'ar marv hep abeg?