2 Samuel 18:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
17 Kemer a rejont Absalom, hag en taoljont er goadeg en un toull bras, hag e lakajont warnañ ur bern mein bras-meurbet. Holl Israel a dec'has, pep hini d'e deltenn.
Neuze Joab a yeas da gavout ar roue en ti hag a lavaras: Goloet ec'h eus a vezh hiziv dremm da holl servijerien, ar re o deus saveteet hiziv da vuhez, ha buhez da vibien ha da verc'hed, ha buhez da wragez, ha buhez da serc'hed.
Neuze ar roue a savas hag a azezas e-tal an nor. Roet e voe ar c'heloù d'an holl bobl o lavarout: Setu emañ azezet ar roue e-tal an nor. An holl bobl a zeuas dirak ar roue. Met Israel a oa tec'het pep hini d'e deltenn.
Hag an holl bobl a dabute en holl veuriadoù Israel o lavarout: Ar roue en deus hon dieubet eus dorn hon enebourien hag hon saveteet eus dorn ar Filistined, ha bremañ ez eo tec'het kuit eus ar vro en abeg da Absalom.
Neuze en em gavas eno un den drouk anvet Sheba mab Bikri, ur Benjaminad, a sonas er shofar hag a lavaras: Ni n'hon eus lod ebet gant David, nag a hêrezh gant mab Jese. Israel, pep hini d'e deltennoù!
Ar vaouez a zeuas da gavout an holl bobl hag a gomzas outo gant furnez. Hag e troc'hjont e benn da Sheba mab Bikri hag en taoljont da Joab. Neuze e sonas er shofar, hag ar bobl en em dennas a-zirak kêr, pep hini d'e deltenn. Joab a zistroas da gavout ar roue da Jeruzalem.
Joram a yeas da Zair gant e holl girri. Sevel a reas en noz, hag e skoas war an Edomiz a gelc'hie anezhañ ha war bennoù ar c'hirri, hag ar bobl a dec'has d'o zeltennoù.
Evel ma'z ae an heol da guzh, Jozue a c'hourc'hemennas diskenn anezho digant ar c'hoadoù. Taolet e voent er vougev ma oant en em guzhet; ouzh digor ar vougev e voe lakaet mein bras, hag emaint eno betek hiziv.
Hag e savjont warnañ ur bern mein bras, a zo chomet betek hiziv. An AOTROU a zistroas eus gwrez e gounnar. Setu perak eo anvet al lec'h-se Traonienn Akor betek hiziv.
Neuze e krougas ouzh ur c'hoad roue Ai betek an noz. Da guzh-heol, Jozue a c'hourc'hemennas ma vije diskennet e gorf diouzh ar c'hoad, hag e voe taolet ouzh toull-dor kêr; hag e voe savet warnañ ur bern mein bras, a zo chomet betek hiziv.
Ar Filistined a vrezelas eta, hag Israel a voe pilet, ha pep hini a dec'has d'e deltenn. Al lazhadeg a voe bras, tregont mil den war droad eus Israel a gouezhas.