David a lavaras d'e holl servijerien a oa gantañ e Jeruzalem: Savit ha tec'homp, rak ne c'hellfemp ket bezañ saveteet dirak Absalom. Hastit mont kuit, gant aon na hastfe-eñ, na tapfe ac'hanomp, na taolfe ar gwalleur warnomp, ha na skofe war gêr gant troc'h ar c'hleze.
Joab a lavaras: Ne c'hortozin ket keit-se dirazout! Hag e kemeras tri dared en e zorn, hag o sankas e kalon Absalom a oa c'hoazh bev e-kreiz an dervenn.
Ar roue David a gasas da lavarout d'an aberzhourien Zadok hag Abiatar: Komzit ouzh henaourien Juda ha lavarit dezho: Perak e vefec'h ar re ziwezhañ o tegas en-dro ar roue d'e di? Rak ar c'homzoù a lavare holl Israel a oa deuet betek ar roue en e di.
Hag an holl bobl a dabute en holl veuriadoù Israel o lavarout: Ar roue en deus hon dieubet eus dorn hon enebourien hag hon saveteet eus dorn ar Filistined, ha bremañ ez eo tec'het kuit eus ar vro en abeg da Absalom.
Graet o deus rouaned, met nann eus va ferzh, pennoù, met hep gouzout din. Graet o deus doueoù gant o arc'hant hag o aour, setu perak e vint lamet kuit.
Hag e lavarjont: Deomp, pignomp a-enep dezho! Rak gwelet hon eus ar vro, ha setu, gwall-vat eo. Ha petra, c'hwi a chom hep lavarout netra! Na vezit ket didalvez da vont evit perc'hennañ ar vro-se!