Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Samuel 19:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Neuze ar roue a savas hag a azezas e-tal an nor. Roet e voe ar c'heloù d'an holl bobl o lavarout: Setu emañ azezet ar roue e-tal an nor. An holl bobl a zeuas dirak ar roue. Met Israel a oa tec'het pep hini d'e deltenn.

Ver Capítulo Copiar




2 Samuel 19:8
10 Referencias Cruzadas  

Absalom a save mintin mat, hag en em zalc'he e-tal hent an nor. Ma teue un den en deveze un afer bennak hag a yae e barnedigezh dirak ar roue, Absalom a c'halve anezhañ hag a lavare dezhañ: A betore kêr ez out? Hag e responte: Da servijer a zo eus unan a veuriadoù Israel;


Kemer a rejont Absalom, hag en taoljont er goadeg en un toull bras, hag e lakajont warnañ ur bern mein bras-meurbet. Holl Israel a dec'has, pep hini d'e deltenn.


Azezet e oa David etre an div zor, hag ar gedour a yae war doenn an nor, war-zu ar voger, hag o sevel e zaoulagad, e sellas: setu un den a rede e-unan.


Ar roue a lavaras dezho: Ar pezh a gavot mat, me a raio. Ar roue en em zalc'has eta e-kichen an nor, hag an holl bobl a yeas dre gantoù ha dre vilieroù.


Ar bobl a zistroas e kêr en deiz-se dre laer, evel ma vefe ar bobl mezhek da vezañ tec'het en emgann.


Evel ma kuzhe an heol, ar griadenn-mañ a dremene er renkoù: Pep hini d'e gêr, ha pep hini d'e vro.


Ha kannet e voe Juda gant Israel, hag e tec'has pep hini d'e deltenn.


Joram a yeas da Zair gant e holl girri. Sevel a reas en noz, hag e skoas war an Edomiz a gelc'hie anezhañ ha war bennoù ar c'hirri, hag ar bobl a dec'has d'o zeltennoù.


Ar Filistined a vrezelas eta, hag Israel a voe pilet, ha pep hini a dec'has d'e deltenn. Al lazhadeg a voe bras, tregont mil den war droad eus Israel a gouezhas.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos