Ret e vefe deoc'h lavarout kentoc'h: Perak e heskinomp anezhañ? Daoust hag e kavimp ennañ abeg e walleur?
1 Yann 3:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Piv bennak a zo ganet a Zoue ne ra ket ar pec’hed abalamour hadenn Doue a chom ennañ, ha ne c’hell ket pec’hiñ abalamour ma’z eo ganet a Zoue. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Piou‐benag a zo ganet euz a Zoue, na ra ket ar pec’hed, rag an had euz a Zoue a choum enhan; ha na hell ket pec’hi, abalamour ma’z eo ganet euz a Zoue. |
Ret e vefe deoc'h lavarout kentoc'h: Perak e heskinomp anezhañ? Daoust hag e kavimp ennañ abeg e walleur?
Ur wezenn vat ne c’hell ket dougen frouezh fall, hag ur wezenn fall ne c’hell ket dougen frouezh mat.
ar re n’int ket bet ganet eus ar gwad, nag eus bolontez ar c’hig, nag eus bolontez an den, met eus Doue.
Jezuz a respontas dezhañ: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit, ma ne vez ket ganet un den eus an nec’h, ne c’hell ket gwelout rouantelezh Doue.
Rak ar c’hig en deus c’hoantoù a-enep ar Spered, hag ar Spered en deus re a-enep ar c’hig, an daou a zo kontrol an eil d’egile en hevelep doare ma ne rit ket an traoù a fellfe deoc’h.
en esperañs ar vuhez peurbadus he deus Doue prometet a-raok an amzerioù peurbadus, eñ ha ne c’hell ket gaouiadiñ,
o vezañ bet eil-c’hanet nann dre un had breinus met dre un had divreinus, dre c’her Doue a vev hag a chom da viken.
Mar gouzoc’h ez eo reizh, e c’houezit penaos piv bennak a ra ar reizhder a zo ganet anezhañ.
Piv bennak a chom ennañ ne bec’h ket, piv bennak a bec’h n’en deus ket e welet ha n’en deus ket e anavezet.
Re garet-mat, en em garomp an eil egile, rak ar garantez a zeu eus Doue, ha piv bennak a gar a zo ganet a Zoue hag a anavez Doue.
Piv bennak a gred ez eo Jezuz ar C’hrist a zo ganet a Zoue, ha piv bennak a gar an hini en deus e c’hanet, a gar ivez an hini a zo ganet anezhañ.
Gouzout a reomp penaos piv bennak a zo ganet a Zoue ne bec’h ket; met an hini a zo ganet a Zoue en em vir e-unan hag an droug ne stok ket ennañ.
abalamour kement a zo ganet a Zoue a drec’h ar bed, ha kement-mañ eo ar gounid a drec’h ar bed: hor feiz.
Karet-mat, kemer skouer eus ar mad nann eus an droug. An hini a ra ar mad a zo eus Doue, met an hini a ra an droug n’en deus ket gwelet Doue.