37 Pa gouezho ur pezh bennak eus o c’horfoù marv war un had hadet ha da hadañ, glan e vo,
Ur vammenn pe ur feunteun e-lec’h ez eus kalz a zour a vo glan. Met an hini a stoko ouzh o c’horfoù marv a vo dic’hlan.
met mar d-eo bet lakaet dour war an had ha ma kouezh warnañ ur pezh bennak eus o c’horfoù marv, dic’hlan e vo evidoc’h.
E-keñver ar pezh a hadez, ne hadez ket ar c’horf a dle genel, met ur c’hreunenn noazh, evel un ed pe un haderezh all bennak,
o vezañ bet eil-c’hanet nann dre un had breinus met dre un had divreinus, dre c’her Doue a vev hag a chom da viken.
Piv bennak a zo ganet a Zoue ne ra ket ar pec’hed abalamour hadenn Doue a chom ennañ, ha ne c’hell ket pec’hiñ abalamour ma’z eo ganet a Zoue.
Gouzout a reomp penaos piv bennak a zo ganet a Zoue ne bec’h ket; met an hini a zo ganet a Zoue en em vir e-unan hag an droug ne stok ket ennañ.