Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Pêr 1:23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

23 o vezañ bet eil-c’hanet nann dre un had breinus met dre un had divreinus, dre c’her Doue a vev hag a chom da viken.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

23 o veza ganet a‐nevez, nann euz a eun had vreinus, mes euz a eun haden ha na hell ket dond da vreina, dre c’her Doue, pehini a vev hag a bad da viken.

Ver Capítulo Copiar




1 Pêr 1:23
18 Referencias Cruzadas  

Ur profed en deus bet un huñvre, ra zisklêrio e huñvre, hag an hini en deus bet va c'homz, ra lavaro va c'homz e gwirionez. Petra en deus ar plouz d'ober gant ar gwinizh? eme an AOTROU.


Pa gouezho ur pezh bennak eus o c’horfoù marv war un had hadet ha da hadañ, glan e vo,


Setu, distrujañ a rin hoc'h haderezh, ha skuilhañ a rin teil war ho tremmoù, teil loened hoc'h aberzhoù, hag e viot kaset kuit ganto.


An neñv hag an douar a dremeno, met va gerioù ne dremenint ket.


Setu petra eo ar barabolenn-se: An had eo ger Doue.


ar re n’int ket bet ganet eus ar gwad, nag eus bolontez ar c’hig, nag eus bolontez an den, met eus Doue.


An holl draoù a zo bet graet drezañ, ha netra eus ar pezh a zo bet graet n’eo bet graet heptañ.


Jezuz a respontas dezhañ: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit, ma ne vez ket ganet un den eus an nec’h, ne c’hell ket gwelout rouantelezh Doue.


Jezuz a respontas: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit, ma ne vez ket un den ganet a zour hag a Spered, ne c’hell ket mont e rouantelezh Doue.


Ar Spered eo a ro buhez, ar c’hig ne servij da netra. Ar gerioù a lavaran deoc’h a zo spered ha buhez.


ha troet o deus gloar an Doue divreinus e skeudennoù a ziskouez an den breinus, laboused, pevarzroadeged ha loened-stlej.


Rak ger Doue a zo bev ha nerzhus, lemmoc’h eget kleze a zaou droc’h ebet, o treuziñ betek disparti an ene diouzh ar spered, ar juntoù diouzh ar mel, hag o merzhout soñjezonoù ha mennadoù ar galon.


Hor c’hrouet en deus hervez e volontez gant ger ar wirionez, evit ma vijemp evel ar c’hentañ frouezh eus e grouadurien.


met ger an Aotrou a chom da virviken. Hag ar ger-se eo, a zo bet prezeget deoc’h en Aviel.


Ra vo benniget Doue ha Tad hon Aotrou Jezuz-Krist, en deus hon eil-c’hanet hervez e drugarez vras evit un esperañs bev dre adsavidigezh Jezuz-Krist a-douez ar re varv,


Piv bennak a zo ganet a Zoue ne ra ket ar pec’hed abalamour hadenn Doue a chom ennañ, ha ne c’hell ket pec’hiñ abalamour ma’z eo ganet a Zoue.


Gouzout a reomp penaos piv bennak a zo ganet a Zoue ne bec’h ket; met an hini a zo ganet a Zoue en em vir e-unan hag an droug ne stok ket ennañ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos