Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Yann 5:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

18 Gouzout a reomp penaos piv bennak a zo ganet a Zoue ne bec’h ket; met an hini a zo ganet a Zoue en em vir e-unan hag an droug ne stok ket ennañ.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

18 Gouzoud a reomp penaos piou‐benag a zo ganet a Zoue, na bec’h ket; mes an hini a zo ganet a Zoue, en em vir he‐unan, hag an drouk‐Spered na douch ket outhan.

Ver Capítulo Copiar




1 Yann 5:18
35 Referencias Cruzadas  

Distroet em eus va c'hammedoù diouzh pep hent fall, evit mirout da gomz.


na reont ket an direizhder, hag a gerzh en e hentoù!


Diwar-benn oberioù an dud, hervez komz da vuzelloù, en em ziwallet on diouzh hent an den taer.


Rak e holl varnedigezhioù a zo dirazon, ha ne bellaan ket diouzh e reolennoù.


D'ar mestr-kaner; da "Jedutun"; salm David.


Diwall da galon gant evezh, rak anezhi eo e teu mammennoù ar vuhez.


Pa gouezho ur pezh bennak eus o c’horfoù marv war un had hadet ha da hadañ, glan e vo,


Met ra vo ho komz, ya, ya, nann, nann. Ar pezh a lavarer ouzhpenn a zeu eus an droug.


ha n’hon lez ket da gouezhañ en temptadur, met hon diwall diouzh an droug, rak dit eo ar ren, ar galloud hag ar gloar da viken. Amen.


ar re n’int ket bet ganet eus ar gwad, nag eus bolontez ar c’hig, nag eus bolontez an den, met eus Doue.


Ne gomzin ken kalz ganeoc’h, rak priñs ar bed-mañ a zeu. Ha n’en deus netra ennon.


Chomit ennon ha me ennoc’h. Evel na c’hell ket ar brank dougen frouezh anezhañ e-unan ma ne chom ket stag ouzh ar winienn, c’hwi ne c’hellit ket kennebeut ma ne chomit ket ennon.


Mar chomit ennon ha mar chom va gerioù ennoc’h, e c’houlennot ar pezh a fello deoc’h ha kement-se a vo roet deoc’h.


Evel m’en deus an Tad va c’haret, em eus ivez ho karet. Chomit em c’harantez.


Pa voe deuet eno ha pa welas gras Doue, en em laouenaas a gement-se hag ec’h alias anezho holl da chom stag ouzh an Aotrou gant ur galon start.


Hor c’hrouet en deus hervez e volontez gant ger ar wirionez, evit ma vijemp evel ar c’hentañ frouezh eus e grouadurien.


Ar relijion glan ha dinamm dirak Doue hon Tad, eo gweladenniñ an emzivaded hag an intañvezed en o glac’har, hag en em virout diouzh saotroù ar bed.


o vezañ bet eil-c’hanet nann dre un had breinus met dre un had divreinus, dre c’her Doue a vev hag a chom da viken.


Mar gouzoc’h ez eo reizh, e c’houezit penaos piv bennak a ra ar reizhder a zo ganet anezhañ.


ha ma ne vefemp ket heñvel ouzh Kain a oa eus an droug hag a lazhas e vreur. Ha perak e lazhas anezhañ? Abalamour ma oa fall e oberoù ha ma oa reizh re e vreur.


Piv bennak en deus an esperañs-se ennañ en em c’hlana e-unan, evel ma’z eo glan e-unan.


Piv bennak a zo ganet a Zoue ne ra ket ar pec’hed abalamour hadenn Doue a chom ennañ, ha ne c’hell ket pec’hiñ abalamour ma’z eo ganet a Zoue.


Ni a zo eus Doue, an hini a anavez Doue a selaou ac’hanomp, an hini n’eo ket eus Doue ne selaou ket ac’hanomp. A gement-se ec’h anavezomp ar spered a wirionez hag ar spered a errol.


Piv bennak a gred ez eo Jezuz ar C’hrist a zo ganet a Zoue, ha piv bennak a gar an hini en deus e c’hanet, a gar ivez an hini a zo ganet anezhañ.


Ha mar gouzomp e selaou ac’hanomp petra bennak a c’houlennomp, ec’h ouzomp hon eus dija ar pezh hon eus goulennet digantañ.


Gouzout a reomp ez omp eus Doue hag emañ ar bed holl beuzet en droug.


Ha gouzout a reomp ez eo deuet Mab Doue, en deus roet deomp skiant evit anavezout an Hini gwirion, hag emaomp en Hini gwirion-se, en e Vab Jezuz-Krist. Eñ eo an Doue gwirion hag ar vuhez peurbadus.


Bugale vihan, diwallit diouzh an idoloù! Amen.


abalamour kement a zo ganet a Zoue a drec’h ar bed, ha kement-mañ eo ar gounid a drec’h ar bed: hor feiz.


en em zalc’hit e karantez Doue, o c’hortoz trugarez hon Aotrou Jezuz-Krist evit ar vuhez peurbadus.


D’an hini a c’hell ho tiwall a bep lamm hag ho lakaat d’en em ziskouez dinamm ha leun a levenez dirak e c’hloar,


Anavezout a ran da oberoù, e pelec’h e chomez, e-lec’h ma emañ tron Satan. Hag e talc’hez va anv ha ne’c’h eus ket nac’het va feiz, zoken en deizioù ma’z eo bet lakaet d’ar marv Antipaz, va merzher feal, en ho touez, e-lec’h ma chom Satan.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos