Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Yann 3:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 Piv bennak a chom ennañ ne bec’h ket, piv bennak a bec’h n’en deus ket e welet ha n’en deus ket e anavezet.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

6 Piou‐benag a choum enhan, na bec’h ket; piou‐benag a bec’h, n’hen deuz ket gwelet anezhan ha n’hen deuz ket he anavezet.

Ver Capítulo Copiar




1 Yann 3:6
11 Referencias Cruzadas  

Ni holl, dioueliet hon dremm, a zougen evel en ur melezour gloar an Aotrou, hag e teuomp da vezañ heñvel ouzh an hevelep skeudenn eus an eil gloar d’eben gant an Aotrou Spered.


Rak Doue, hag en deus lavaret: Ra sklêrijenno ar gouloù eus an deñvalijenn, a sklêrijenn hor c’halonoù evit lakaat anaoudegezh gloar Doue da lugerniñ war dremm Jezuz-Krist.


Bremañ eta bugale vihan, chomit ennañ evit ma hor bo fiziañs pa en em ziskouezo, ha ma ne vimp ket mezhek dirazañ en e zonedigezh.


Dre gement-mañ ec’h ouzomp hon eus e anavezet: mar miromp e c’hourc’hemennoù.


An hini a lavar: E anavezet em eus, ha na vir ket e c’hourc’hemennoù, a zo ur gaouiad hag ar wirionez ne chom ket ennañ.


Re garet-mat, ni a zo bremañ bugale Doue hag ar pezh a vimp n’eo ket bet c’hoazh diskouezet. Met anavezout a reomp penaos pa vo diskouezet, e vimp heñvel outañ abalamour ma welimp anezhañ evel ma’z emañ.


Piv bennak a zo ganet a Zoue ne ra ket ar pec’hed abalamour hadenn Doue a chom ennañ, ha ne c’hell ket pec’hiñ abalamour ma’z eo ganet a Zoue.


An hini na gar ket n’en deus ket anavezet Doue, rak Doue a zo karantez.


Gouzout a reomp penaos piv bennak a zo ganet a Zoue ne bec’h ket; met an hini a zo ganet a Zoue en em vir e-unan hag an droug ne stok ket ennañ.


Karet-mat, kemer skouer eus ar mad nann eus an droug. An hini a ra ar mad a zo eus Doue, met an hini a ra an droug n’en deus ket gwelet Doue.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos