O c'hervel Lot, e lavarjont: Pelec'h emañ an dud a zo deuet ez ti en nozvezh-mañ? Laka anezho da zont er-maez evit ma'c'h anavezimp anezho.
1 Timote 1:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned ar c’hadaled, ar skilbaotred, ar varc’hadourien-sklaved, ar c’haouiaded, ar falstouerien, hag evit kement a zo kontrol d’ar gelennadurezh yac’h, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) ar re a ra louzdoni gant goazed, laeron tud, an dud gaouiad, ar re a ra leou faoz, ha kement tra a zo control d’an doctrin vad, |
O c'hervel Lot, e lavarjont: Pelec'h emañ an dud a zo deuet ez ti en nozvezh-mañ? Laka anezho da zont er-maez evit ma'c'h anavezimp anezho.
Deuit, gwerzhomp anezhañ d'an Ismaeliz, ha na lakaomp ket hon daouarn warnañ, rak hor breur, hor c'hig eo. Hag e vreudeur a sentas outañ.
Rak a-dra-sur, me a zo bet laeret eus bro an Hebreed, hag amañ kennebeut ne'm eus graet netra evit bezañ lakaet en toull-mañ.
Ne gemeri ket anv an AOTROU da Zoue en aner, rak an AOTROU ne zalc'ho ket evit didamall an hini en devo kemeret e anv en aner.
An hini a laero un den hag en gwerzho, hag an hini a vo kavet hemañ etre e zaouarn, a vo lakaet d'ar marv.
Lavaret o deus komzoù, touet o deus e gaou pa reont emglevioù. Setu perak e tiwano ar varn evel kegid war irvi ar parkeier.
Mar kousk un den gant un den evel ma kousker gant ur wreg, graet o deus o-daou un euzhusted; lakaet e vint d’ar marv, o gwad a vo warno.
Me a skuilho anezhi, eme AOTROU an armeoù, hag ez aio e ti al laer hag e ti ar falstouer a dou e gaou em anv. Chom a raio e-kreiz e di, hag e lonko anezhañ gant e goad hag e vein.
Na soñjit ket en ho kalonoù an droug an eil a-enep egile, na garit ket al leoù faos, rak an holl draoù-se a gasaan, eme an AOTROU.
Hag e tostain ouzhoc'h evit ar varnedigezh, hag ec'h hastin testeniañ a-enep ar sorserien, a-enep an avoultrerien, a-enep ar re a dou e gaou, ar re a zalc'h gopr al labourer, a wask an intañvez hag an emzivad, a noaz d'an diavaeziad, ha na zouj ket ac'hanon, eme AOTROU an armeoù.
Ho tad a ziskennit anezhañ eo an diaoul hag e fell deoc’h ober c’hoantoù ho tad. Muntrer eo bet adalek ar penn-kentañ, ha n’en deus ket kendalc’het er wirionez dre ma n’eus ket a wirionez ennañ. Pa lavar gaou, e komz eus ar pezh a zo ennañ e-unan, rak gaouiat eo ha tad d’ar gaou.
Setu perak Doue en deus o laosket da c’hoantegezhioù mezhus. Rak o gwragez o deus troet ar c’hiz naturel en unan all a zo a-enep an natur.
Pa vo kavet un den en devo laeret unan eus e vreudeur, eus mibien Israel, ha m'en devo graet ur sklav dioutañ pe gwerzhet anezhañ, al laer-se a varvo. Evel-se e vo lamet an droug diouzh da greiz.
Mar displegez an traoù-se d’ar vreudeur, e vi ur ministr mat eus Jezuz-Krist, maget gant gerioù ar feiz hag ar gelennadurezh vat ac’h eus heuliet.
Mar kelenn unan bennak en un doare all ha ma n’en em stag ket ouzh gerioù a silvidigezh hon Aotrou Jezuz-Krist hag ouzh ar gelennadurezh a zo hervez an doujañs-Doue,
Dalc’h er feiz hag er garantez a zo e Jezuz-Krist ar skouer eus ar gerioù yac’h ac’h eus klevet diganin.
Rak dont a raio un amzer ma ne c’houzañvo ket an dud ar gelennadurezh yac’h, met, o c’hoantaat klevout traoù plijus, e tastumint doktored hervez o menozioù,
An testeni-mañ a zo gwir. Abalamour da gement-se, kroz dezho garv, evit ma teuint santel er feiz,
stag ouzh ar wir gredenn a dle bezañ kelennet, evit ma vefe gouest da aliañ hervez ar gelennadurezh santel ha da gendrec’hiñ ar re a stourm outi.
Ra vo an dimeziñ enoret gant an holl hag ar gwele hep hudurnez, rak Doue a varno ar c’hadaled hag an avoultrerien.
ha peanaos Sodom, Gomora hag ar c’herioù nesañ a oa en em roet d’an hevelep loustoni ha da bec’hedoù a-enep an natur, a servij da skouer o c’houzañv ar boan eus un tan peurbadus.
kinamom, louzoù-frondus, c’hwezhioù-mat, ezañs, gwin, eoul, flour bleud, ed, chatal, deñved, kezeg, kirri, korfoù hag eneoù tud.
Ne d-aio e-barzh netra hudur, nag hini eus ar re en em ro d’an euzhusted ha d’ar gaou, met hepken ar re a zo skrivet o anvioù e levr a vuhez an Oan.
Met evit ar re zidalvez, ar re ziskredik, ar re euzhus, ar vuntrerien, ar c’hastaouerien, ar strobinellerien, an idolourien hag an holl c’haouiaded, o lod a zo er stank o teviñ gant tan ha soufr, ar pezh a zo an eilvet marv.
Met er-maez e vo ar chas, ar sorserien, ar re hudur, ar vuntrerien, an idolourien, ha piv bennak a gar hag a ra ar gaou.