Hag holl dud Juda ha Jeruzalem, Jozafad ouzh o fenn, a yeas gant levenez da zistreiñ da Jeruzalem. Rak an AOTROU en doa roet levenez dezho diwar-benn o enebourien.
1 Samuel 2:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze Anna a bedas hag a lavaras: Va c'halon a laouena en AOTROU , va c'horn a zo savet gant an AOTROU , va genoù a zigor a-enep va enebourien, dre ma'z on laouen ez silvidigezh. |
Hag holl dud Juda ha Jeruzalem, Jozafad ouzh o fenn, a yeas gant levenez da zistreiñ da Jeruzalem. Rak an AOTROU en doa roet levenez dezho diwar-benn o enebourien.
Matania mab Mika, mab Zabdi, mab Azaf, a oa mestr evit lañsañ ar meuleudioù er bedenn; ha Bakbukia, an eil a-douez e vreudeur; hag Abda mab Shammua, mab Galal, mab Jedutun;
gant aon na lavarfe va enebour: Trec'het em eus warnañ! Ra ne laouenaio ket an drubuilherien, ma vefen brañsellet.
Lakaet en deus ur c'horn da sevel evit e bobl, un abeg a veuleudi evit e holl re leal, evit mibien Israel, ar bobl a zo tost dezhañ. Meulit an AOTROU!
AOTROU, ar roue a laouena ez kalloud. Pegen bras eo al levenez a ro dezhañ da silvidigezh!
Az pez truez ouzhin, o AOTROU! Gwel ar glac'har o deus graet din va enebourien, te hag a laka ac'hanon da adpignat eus dorioù ar marv,
Rak setu, da enebourien, o AOTROU, rak setu, da enebourien a ya da goll. An holl re a ra an droug a vo stlabezet.
Neuze Moizez ha mibien Israel a ganas ar ganaouenn-mañ d'an AOTROU hag a lavarjont: Kanañ a rin d'an AOTROU , rak uhel bras eo en em savet. Taolet en deus er mor ar marc'h hag ar varc'hegerien.
Mari a responte dezho: Kanit d'an AOTROU rak uhel-meurbet eo en em savet. Taolet en deus er mor ar marc'h hag e varc'heger.
N’eo ket kement-se hepken, met c’hoazh e kavomp gloar e Doue dre hon Aotrou Jezuz-Krist, hon eus resevet bremañ an adunvanidigezh drezañ.
Bez' en deus kaerded ar c'hentañ-ganet eus e goleoù, e gerniel a zo kerniel ur bual; ganto e vroudo ar pobloù a-gevret, betek pennoù an douar, bez' ez int dekviliadoù Efraim, bez' ez int miliadoù Manase.
Rak ni a zo an amdroc’hidi, ni hag a azeul Doue er Spered, ni hag a gavomp gloar e Jezuz-Krist, ni ha ne lakaomp ket hor fiziañs er c’hig,
Na vezit nec’het gant netra, met en holl lec’hioù lakait ho koulennoù dirak Doue dre bedennoù hag aspedennoù gant trugarez,
Karout a rit anezhañ hep bezañ e welet, krediñ a rit ennañ hep bezañ e welet c’hoazh, hag en em laouenait gant ul levenez dilavarus ha glorius,
Neñv, en em laouena abalamour dezhi, kenkoulz ha c’hwi ebestel ha profeded santel. Rak Doue en deus graet warni barnedigezh hoc’h abeg.
Hag he c'hevezerez he glac'hare c'hwerv bras evit he fuloriñ, dre m'en doa serret an AOTROU he mammog.
Hag evel-se e rae-eñ bep bloaz. Bep gwech ma pigne Anna da di an AOTROU , Penina a rae poan dezhi en hevelep doare. Hag Anna a ouele ha ne zebre netra.