Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Samuel 1:28 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

28 Evel-se e prestan anezhañ d'an AOTROU , prestet e vo d'an AOTROU evit holl zeizioù e vuhez. Hag e stoujont eno dirak an AOTROU .

Ver Capítulo Copiar




1 Samuel 1:28
12 Referencias Cruzadas  

An den a soublas e benn hag a stouas dirak an AOTROU,


Goude-se em eus soublet va fenn hag em eus stouet dirak an AOTROU, hag em eus benniget an AOTROU, Doue va mestr Abraham, eñ hag en deus va renet eeun da gemer merc'h breur va mestr evit e vab.


Adalek m'en doa klevet servijer Abraham ar c'homzoù-se, e stouas d'an douar dirak an AOTROU.


Petra, va mab? Petra, mab donañ va c'hof? Petra, mab va gouestloù?


E-pad holl amzer e engouestl, e vo santelaet d'an AOTROU.


Abaoe da vugaleaj ec’h anavezez ar Skriturioù Santel a c’hell da zeskiñ evit ar silvidigezh dre ar feiz a zo e Jezuz-Krist.


P'en doe klevet Gedeon displegadur an huñvre hag e ster, e stouas hag e tistroas da gamp Israel, hag e lavaras: Savit, rak an AOTROU en deus lakaet kamp Madian en ho torn.


Hag e reas ur gouestl o lavarout: AOTROU an armeoù, mar sellez ouzh glac'har da servijerez, ma'z pez soñj ac'hanon, ma n'ankounac'haez ket da servijerez, ma roez da'z servijerez ur bugel paotr, e roin anezhañ d'an AOTROU holl zeizioù e vuhez, hag an aotenn ne dremeno ket war e benn.


Met Anna ne bignas ket, rak lavarout a reas d'he gwaz: N'in ket betek ma vo dizonet ar paotr, ha neuze ez in, evit ma vo kinniget dirak an AOTROU , ha ma chomo eno da viken.


Hag Elkana a yeas d'e di da Rama, met ar bugel a chomas e servij an AOTROU dirak Eli an aberzhour.


Eli a vennigas Elkana hag e wreg o lavarout: Ra roio an AOTROU dit bugale eus ar wreg-mañ, evit ar prest he deus graet d'an AOTROU . Hag e tistrojont d'o c'hêr.


David a respontas: Ac'hanta! Gwelout a ri ar pezh a raio da servijer. Hag Akish a lavaras da Zavid: Evel-se e roin dit evit biken an diwall ac'hanon.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos