Hag ur meuriad a roin d'e vab, evit m'en devo David va servijer ul lamp bepred dirazon e Jeruzalem, ar gêr am eus dibabet evit lakaat va anv enni.
1 Rouaned 8:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Abaoe an deiz ma em eus lakaet va fobl da zont kuit eus an Ejipt, ne'm eus dibabet kêr ebet e-touez holl veuriadoù Israel evit sevel un ti enni, evit ma vefe va anv aze, met em eus dibabet David da vezañ war va fobl Israel. |
Hag ur meuriad a roin d'e vab, evit m'en devo David va servijer ul lamp bepred dirazon e Jeruzalem, ar gêr am eus dibabet evit lakaat va anv enni.
Ra vo da zaoulagad digor, noz ha deiz, war an ti-mañ, war al lec'h ma ec'h eus lavaret diwar e benn: Va anv a vo aze. Selaou ar bedenn a ra da servijer dit el lec'h-mañ.
Rak an AOTROU en doa lavaret: Lemel a rin Juda ivez a-zirak va dremm, evel ma em eus lamet Israel, hag e taolin kuit kêr Jeruzalem am eus dibabet, hag an ti ma em boa lavaret diwar e benn: Va anv a vo aze.
An AOTROU Doue Israel en deus va dibabet a-douez holl di va zad evit bezañ roue war Israel da viken. Rak dibabet en deus Juda evel rener, hag a-douez ti Juda, dibabet en deus ti va zad, hag a-douez mibien va zad, kemeret en deus plijadur ennon, evit va lakaat da ren war holl Israel.
ha goude, e tistroiot din, hag e virot va gourc'hemennoù, hag e reot hervezo, ha neuze, pa viot bet kaset betek pennoù an neñvoù, e tastumin ac'hanoc'h ac'hane, hag ho tegasin d'al lec'h am eus dibabet evit lakaat va anv.
Kit da'm lec'h a oa e Silo, ma em boa lakaet va anv da chom ennañ er penn-kentañ, ha gwelit ar pezh am eus graet en abeg da zrougiezh va fobl Israel.
Neuze e vo ul lec'h dibabet gant an AOTROU ho Toue evit lakaat e anv da chom ennañ. Eno e tegasot kement a c'hourc'hemennan deoc'h, ho loskaberzhoù, hoc'h aberzhoù, ho teogoù, ar profoù savet eus ho taouarn, pep prof ho po dibabet evit seveniñ ur gouestl ho po graet d'an AOTROU.
met klask a reot anezhañ el lec'h en devo dibabet an AOTROU ho Toue a-douez hoc'h holl veuriadoù, evit lakaat e anv da chom ennañ; dont a ri eno.
An AOTROU a lavaras da Samuel: Betek pegeit e ri kañv da Saül, pa em eus e daolet kuit evel roue war Israel? Leugn da gorn gant eoul ha kae. Me a gaso ac'hanout da gavout Jese eus Betlehem, rak gwelet em eus unan e vibien evel roue evidon.