Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 8:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

15 Hag e lavaras: Benniget ra vo an AOTROU Doue Israel, en deus komzet gant e c'henou ouzh David va zad, hag en deus sevenet gant e zorn ar pezh en doa lavaret evel-henn:

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 8:15
29 Referencias Cruzadas  

P'en doe echu David da ginnig al loskaberzhoù hag an aberzhoù a drugarekadennoù, e vennigas ar bobl en anv AOTROU an armeoù.


Ha bremañ, AOTROU Doue, seven evit biken ar gomz ac'h eus disklêriet diwar-benn da servijer hag e di, ha gra evel ma ec'h eus lavaret.


Kae ha lavar da Zavid va servijer: Evel-henn e komz an AOTROU: Ha te eo a savo un ti din evit ma chomin ennañ?


Benniget ra vo an AOTROU , Doue Israel, a gantved da gantved, ha ma lavaro an holl bobl: Amen! Meulit an AOTROU!


Eñ eo a savo din un ti, ha me a startaio e dron da viken.


Eñ eo a savo un ti da'm anv. Eñ a vo evidon ur mab, ha me a vo evitañ un tad, hag e startain tron e rouantelezh war Israel da viken.


David a vennigas an AOTROU dirak an holl vodadeg, ha David a lavaras: Benniget ra vi, AOTROU , Doue Israel hon tad, a gantved da gantved!


Ha David a lavaras d'an holl vodadeg: Bennigit an AOTROU ho Toue! Hag an holl vodadeg a vennigas an AOTROU , Doue o zadoù. Hag e plegjont hag e stoujont dirak an AOTROU ha dirak ar roue.


D'ar pevare deiz en em zastumjont e traonienn ar Beraka, rak eno e vennigjont an AOTROU. Setu perak eo bet anvet al lec'h-se, betek hiziv, traonienn ar Beraka.


Hag e lavaras: Benniget ra vo an AOTROU Doue Israel, en deus komzet gant e c'henou ouzh David va zad, hag en deus sevenet gant e zorn ar pezh en doa lavaret evel-henn:


Hag al Levited Jezua, Kadmiel, Bani, Hashabnia, Sherebia, Hodija, Shebania ha Petakja a lavaras: Savit, bennigit an AOTROU ho Toue a holl viskoazh da holl viken! Ra vo benniget da anv glorius, a zo savet uheloc'h eget pep bennozh ha pep meuleudi!


Met ni a vennigo an AOTROU, a-vremañ ha da viken. Meulit an AOTROU!


Stouiñ a rin e palez da santelezh, hag e veulin da anv abalamour da'z madelezh ha da'z kwirionez, rak sevenet ec'h eus a-grenn da c'her e tu all da bep brud.


Va miret ec'h eus em eeunder, va lakaet ec'h eus da viken dirazout.


met ma ne fell ket deoc'h ha ma'z oc'h disent, e viot lonket gant ar c'hleze, rak genoù an AOTROU en deus komzet.


An neñv hag an douar a dremeno, met va gerioù ne dremenint ket.


Benniget ra vo an Aotrou, Doue Israel, dre m’en deus gweladennet ha dasprenet e bobl,


evel m’en doa lavaret dre c’henoù e brofeded santel abaoe kozh amzer,


evit ober trugarez e-keñver hon tadoù ha kaout soñj eus e emglev santel,


Ra vo benniget Doue ha Tad hon Aotrou Jezuz-Krist, eñ hag en deus hor benniget a bep seurt bennozhioù speredel el lec’hioù neñvel e Krist.


Ne c'hwitas komz ebet an holl gomzoù mat lavaret gant an AOTROU da di Israel, kement tra a voe peurc'hraet.


Ra vo benniget Doue ha Tad hon Aotrou Jezuz-Krist, en deus hon eil-c’hanet hervez e drugarez vras evit un esperañs bev dre adsavidigezh Jezuz-Krist a-douez ar re varv,


Neuze David a lavaras da Abigail: Benniget ra vo an AOTROU Doue Israel, en deus da gaset hiziv a-raok din!


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos