Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 8:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 Ar roue a droas e zremm, hag a vennigas holl vodadenn Israel. Holl vodadenn Israel a oa en he sav.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 8:14
14 Referencias Cruzadas  

P'en doe echu David da ginnig al loskaberzhoù hag an aberzhoù a drugarekadennoù, e vennigas ar bobl en anv AOTROU an armeoù.


P'en doe echu David da ginnig al loskaberzhoù hag an aberzhoù a drugarekadennoù, e vennigas ar bobl en anv an AOTROU .


Ezekiaz hag ar pennoù a zeuas hag a welas ar bernioù, hag e vennigjont an AOTROU hag e bobl Israel.


Ar roue a droas e zremm, hag a vennigas holl vodadenn Israel. Holl vodadenn Israel a oa en he sav.


An aberzhourien en em zalc'he en o c'harg, kenkoulz hag al Levited gant binvioù an AOTROU en doa graet ar roue David evit meuliñ an AOTROU, pa veule David drezo, o lavarout: Rak e drugarez a bad da viken!. An aberzhourien ivez a sone trompilhoù dirazo, hag holl Israel en em zalc'he en o sav.


Jezua, Bani, Sherebia, Jamin, Akkub, Shabtai, Hodija, Maaseja, Kelita, Azaria, Jozabad, Hanan, Pelaja, hag al Levited all, a zisplege d'ar bobl al lezenn, hag ar bobl en em zalc'he en o lec'h.


Ha re eus gouenn Israel, o vezañ en em zispartiet diouzh an holl ziavaezidi, en em zalc'has hag a anzavas o fec'hedoù ha direizhder o zadoù.


Benniget ra vo an hini a zeu en anv an AOTROU! Ho pennigañ a reomp eus ti an AOTROU.


O welout ar golonenn a goabrenn en em zalc'he ouzh digor an deltenn, an holl bobl a save ha pep hini en em lakae war e zaoulin dirak dor e deltenn.


Ur bobl vras o vezañ en em zastumet en e gichen, e pignas en ur vag, ec’h azezas, hag an holl bobl a chomas war an aod.


Jozue a vennigas anezho hag o c'hasas kuit, hag ez ejont d'o zeltennoù.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos