Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




1 Rouaned 11:36 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

36 Hag ur meuriad a roin d'e vab, evit m'en devo David va servijer ul lamp bepred dirazon e Jeruzalem, ar gêr am eus dibabet evit lakaat va anv enni.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 11:36
25 Referencias Cruzadas  

Met Abishai mab Zeruja a zeuas war sikour David hag a skoas war ar Filistin hag en lazhas. Neuze tud David a douas o lavarout: Ne zeui ken ganeomp d'an emgann, gant aon na vougfes goulaouenn Israel.


Te eo va goulaouenn, o AOTROU! An AOTROU a laka va zeñvalijenn da lugerniñ.


Da di ha da ren a vo asuret da viken dirak da zaoulagad, da dron a vo startaet da viken


Ra blijo ganit bremañ bennigañ ti da servijer, evit ma vo da viken dirazout! Rak henn lavaret ec'h eus Aotrou AOTROU, ha ti da servijer a vo benniget gant da vennozh da viken.


Koulskoude ne rogin ket an holl rouantelezh, met ur meuriad a roin da'z mab, abalamour da Zavid va servijer, hag abalamour da Jeruzalem am eus dibabet.


Met ur meuriad en devo, abalamour da Zavid va servijer, hag abalamour da Jeruzalem am eus dibabet a-douez holl veuriadoù Israel.


Da gemer a rin eta, ha ren a ri war gement a c'hoantaio da ene, hag e vi roue war Israel.


Roboam a renas war ar re eus mibien Israel a oa o chom e kêrioù Juda.


Roboam mab Salomon a rene e Juda. Ur bloaz ha daou-ugent e oa Roboam pa zeuas da roue, hag e renas seitek vloaz e Jeruzalem, ar gêr en doa dibabet an AOTROU a-douez holl veuriadoù Israel, evit lakaat enni e anv. E vamm a oa anvet Naama an Ammonadez.


Met abalamour da Zavid, an AOTROU e Zoue a roas ul lamp dezhañ e Jeruzalem, en ur sevel e vab war e lerc'h hag en ur lezel Jeruzalem da badout,


hag evit ma seveno an AOTROU ar gomz en deus disklêriet din o lavarout: Ma laka da vibien evezh d'o hent, evit kerzhout dirazon er wirionez, a-greiz o holl galon hag o holl ene, ne vanki ket da gavout ur warlerc'hiad azezet war dron Israel.


Ra vo da zaoulagad digor, noz ha deiz, war an ti-mañ, war al lec'h ma ec'h eus lavaret diwar e benn: Va anv a vo aze. Selaou ar bedenn a ra da servijer dit el lec'h-mañ.


An AOTROU a lavaras dezhañ: Selaouet em eus da bedenn hag ar goulenn ac'h eus graet ouzhin. Santelaet em eus an ti-mañ ac'h eus savet evit lakaat ennañ va anv da viken. Va daoulagad ha va c'halon a vo bepred eno.


Koulskoude an AOTROU ne fellas ket dezhañ distrujañ Juda, abalamour da Zavid e servijer, rak lavaret en doa dezhañ e roje dezhañ ul lamp e-touez e vibien da viken.


Ar roue Roboam en em startaas eta e Jeruzalem, hag e renas. Ur bloaz ha daou-ugent e oa Roboam pa zeuas da roue, hag e renas seitek vloaz e Jeruzalem, ar gêr en doa dibabet an AOTROU a-douez holl veuriadoù Israel, evit lakaat enni e anv. E vamm a oa anvet Naama an Ammonadez.


Koulskoude en abeg d'an emglev en doa graet gant David, ne fellas ket d'an AOTROU distrujañ ti David, hervez ar gomz en doa lavaret da reiñ ul lamp dezhañ ha d'e vibien, da viken.


Eno eo e lakain ur c'horn da sevel da Zavid, hag e kempennin ul lamp da'm Olevad.


C’hwi avat hoc’h eus tostaet ouzh Menez Sion, ouzh kêr an Doue bev, ouzh ar Jeruzalem neñvel, ouzh dekviliadoù a aeled,


Eñ a gasas ac’hanon er spered war ur menez bras hag uhel, hag e tiskouezas din ar gêr vras, ar Jeruzalem santel, a ziskenne eus an neñv eus kichen Doue,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos