Adlezenn 23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 23 Ar re ne c'hellont ket bezañ ezel eus ar vodadenn. Lezennoù a bep seurt 1 Un den gant kelloù friket pe gant ar c'halc'h troc'het ned aio ket e bodadenn an AOTROU. 2 Ur bastard ned aio ket e bodadenn an AOTROU, memes en dekvet rumm ned aio ket e bodadenn an AOTROU. 3 An Ammonad hag ar Voabad ned aint ket e bodadenn an AOTROU, memes en dekvet rumm ned aint ket e bodadenn an AOTROU, biken, 4 peogwir n'int ket deuet a-raok deoc'h war an hent, gant bara ha dour, pa zeuec'h eus an Ejipt, ha dre ma lakajont da zont evit arc'hant, a-enep dit, Balaam mab Peor eus Petor e Mezopotamia, evit da villigañ. 5 Met an AOTROU da Zoue ne fellas ket dezhañ selaou Balaam, hag an AOTROU da Zoue a droas evidout ar vallozh e bennozh, dre ma kar ac'hanout an AOTROU da Zoue. 6 Ne glaski ket o feoc'h nag o eurvad e-keit ha ma vevi, biken. 7 Na'z po ket euzh ouzh an Edomad, rak da vreur eo, na'z po ket euzh ouzh an Ejipsian, ra diavaeziad out bet en e vro; 8 ar vibien a vo ganet dezho a yelo e bodadenn an AOTROU en trede rumm. 9 Pa yelo da armead a-enep da enebourien, en em viri diouzh pep tra fall. 10 Ma vez unan bennak ac'hanoc'h dic'hlan en abeg d'ur gudenn e-pad an noz, e yelo er-maez eus ar c'hamp ha ne zeuio ket en-dro d'ar c'hamp; 11 da fin an abardaez en em walc'ho en dour, ha pa vo kuzhet an heol e tistroio d'ar c'hamp. 12 Ul lec'h az po er-maez eus ar c'hamp, hag eno, er-maez, ez i. 13 Ur benveg az po gant da draoù, ha pa fello dit mont war vaez, e toulli gantañ hag e c'holoi da fank. 14 Rak an AOTROU da Zoue a gerzh e-kreiz da gamp evit da zieubiñ hag evit reiñ da enebourien dit; ra vo da gamp eta santel, gant aon na welfe ennout un dra bennak dic'hlan ha na zistroio diouzhit. 15 Ne zaskori ket d'e vestr ur sklav a vo aet da repuiñ davedout digant e vestr. 16 Chom a raio ganit, ez touez, el lec'h a zibabo en unan eus da gêrioù, ne heskini ket anezhañ. 17 Ne vo gast ebet e-touez merc'hed Israel, ha ne vo pitaouer ebet e-touez mibien Israel. 18 Ne zegasi ket e ti an AOTROU da Zoue gopr ur c'hast na priz ur c'hi evit gouestl ebet, rak o-daou a zo un euzhusted dirak an AOTROU da Zoue. 19 Ne bresti ket da'z preur war gampi, na kampi arc'hant na kampi boued na kampi eus petra bennak a c'heller tennañ kampi gantañ. 20 D'an diavaeziad e c'helli prestañ war gampi, met ne bresti ket da'z preur war gampi, evit ma vennigo ac'hanout an AOTROU da Zoue e kement labour a ri gant da zaouarn, er vro ma'z ez e-barzh d'he ferc'hennañ. 21 Pa ez po graet ur gouestl d'an AOTROU da Zoue, ne zalei ket d'e beurober, rak an AOTROU da Zoue ne vanko ket d'henn goulenn diganit, hag e vo ur peched ennout. 22 Pa dremeni hep ober ur gouestl, ne vo ket a bec'hed ennout. 23 Mirout a ri ar pezh a vo deuet eus da vuzelloù hag e ri dioutañ, evel ur prof a-youl-vat, hervez ar gouestloù az po graet d'an AOTROU da Zoue hag az po lavaret gant da c’henoù. 24 Pa'z i e gwinienn da nesañ, e c'helli debriñ rezin hervez da naon ha da c'hoant, met ne lakai ket dioutañ en ur baner. 25 Pa'z i en edeg da nesañ, e c'helli kutuilh tañvouezennoù gant da zorn, met ne lakai ket ur falz en edeg da nesañ. |