Bro Ejipt a zo dirazout, laka da dad ha da vreudeur da chom er gwellañ lec'h eus ar vro. Ra chomint e bro C'hoshen, ha mar anavezez e vefe en o zouez tud barrek, laka anezho da bennoù tropelloù war ar pezh a zo din.
Bremañ eta, na roit ket ho merc'hed d'o mibien, na gemerit ket o merc'hed evit ho mibien, na glaskit biken nag o feoc'h nag o berzh, evit ma viot kreñv ha ma tebrot madoù ar vro, hag evit m'he roiot en hêrezh d'ho mibien da viken.