Adlezenn 23:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned4 peogwir n'int ket deuet a-raok deoc'h war an hent, gant bara ha dour, pa zeuec'h eus an Ejipt, ha dre ma lakajont da zont evit arc'hant, a-enep dit, Balaam mab Peor eus Petor e Mezopotamia, evit da villigañ. Ver Capítulo |
Pa voe echuet an traoù-se, ar pennoù a dostaas ouzhin en ur lavarout: Pobl Israel, an aberzhourien hag al Levited n'int ket dispartiet diouzh pobloù ar broioù-mañ er pezh a sell ouzh o euzhusterioù, diouzh ar Gananeiz, an Hitited, ar Ferezianed, ar Jebuziz, an Ammoniz, ar Voabiz, an Ejipsianed hag an Amoreaned.