Adlezenn 23:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
5 Met an AOTROU da Zoue ne fellas ket dezhañ selaou Balaam, hag an AOTROU da Zoue a droas evidout ar vallozh e bennozh, dre ma kar ac'hanout an AOTROU da Zoue.
dre ma ne oant ket deuet en arbenn da vibien Israel gant bara ha dour, met o doa paeet Balaam a-enep dezho, evit o milligañ. Met hon Doue a droas ar vallozh e bennozh.
Evel ma tremenen en da gichen, e welis ac'hanout, ha setu, da oad a oa an oad da zimeziñ. Hag ec'h astennis warnout pleg va mantell, hag e c'holois da noazhder. Hag e touis dit, hag e ris un emglev ganit, eme an Aotrou AOTROU, ha din e oas.
Va fobl, az pez soñj eta eus ar pezh a c'hoantaas Balag roue Moab, hag ar pezh a respontas dezhañ Balaam mab Beor, hag ar pezh am eus graet a-dal Sitim betek Gilgal, evit ma'c'h anavezi oberoù reizh an AOTROU.
Hag e kasas kannaded da Valaam mab Beor, da Betor war ar stêr, e bro mibien e bobl, evit gervel anezhañ o lavarout: Setu, ur bobl a zo deuet kuit eus an Ejipt, setu e c'holo gorre an douar hag eo en em ziazezet a-dal din.
En em ledañ, gourvez a ra evel ul leon, evel ul leonez, ha piv a raio dezhañ sevel? Ar re az pennigo a vo benniget, hag ar re az milligo a vo milliget!
Evel-se o deus graet din mibien Ezaü a zo o chom e Seir hag ar Voabiz a zo o chom en Ar, ken na'm bo tremenet ar Jordan evit mont er vro en deus roet an AOTROU deomp.
Dre m'en deus karet da dadoù, en deus dibabet o lignez war o lerc'h hag en deus lakaet ac'hanout da vont kuit eus an Ejipt dirazañ e-unan dre e c'halloud bras,