Bez' e voe zoken paotred oc'h en em reiñ d'ar gasterezh er vro. Heñvelaat a rejont ouzh euzhusterioù ar broadoù en doa an AOTROU kaset kuit dirak mibien Israel.
Rak me eo an AOTROU, an hini a gar ar varnedigezh hag a gasa al laeroñsi evit al loskaberzh. Me a roio dezho o gopr gant fealded, hag e tiazezin ganto un emglev peurbadus.
Ur gopr a vez roet d'an holl c'histi, met te ac'h eus roet profoù da'z holl amourouzien; graet ec'h eus roioù dezho, evit ma teujent a bep tu da'z kavout evit da c'hastaouerezh.
Mar d-eo aberzh unan bennak ur prof evit ur gouestl pe ur prof a youl vat, debret e vo en deiz ma kinnigo e aberzh, hag an nemorant a vo debret betek an deiz war-lerc’h.
Hec'h holl skeudennoù kizellet a vo bruzunet, holl c'hoproù he gastaouerezh a vo devet en tan, hec'h holl idoloù a vo distrujet. Rak dastumet he deus anezho gant gopr he gastaouerezh, hag e tistroint da vezañ gopr ur c'hast.
Re c'hlan eo da zaoulagad evit gwelout an droug, ha ne c'hellez ket sellout ouzh ar fallagriezh. Perak e sellfes ouzh a re fall hag e tavfes, pa lonk an hini drouk unan reishoc'h egetañ?
Milliget eo an toueller, an hini en deus ur par en e dropell, hag a ouestl hag a aberzh ul loen dic'hlan d'an AOTROU. Rak me a zo ur roue bras, eme AOTROU an armeoù, ha va anv a zo doujet e-touez ar broadoù.
Eno e tegasot ho loskaberzhoù, hoc'h aberzhoù, ho teogoù, ar profoù savet eus ho taouarn, hoc'h aberzhoù evit seveniñ ur gouestl, ho profoù a-youl-vat, re gentañ-ganet ho loened bras hag ho loened bihan.
e tegasint ar plac'h yaouank ouzh dor ti he zad, hag e veinataio anezhi tud kêr, hag e varvo, rak graet he deus un euzhusted en Israel, o c'hastaouiñ e ti he zad. Evel-se e vo lamet an droug diouzh Israel.
Pa ez po graet ur gouestl d'an AOTROU da Zoue, ne zalei ket d'e beurober, rak an AOTROU da Zoue ne vanko ket d'henn goulenn diganit, hag e vo ur peched ennout.
Met c’hoarvezet eo ganto hervez ur c’hrennlavar gwir: Ar c’hi a zo distroet d’ar pezh en doa distaolet, hag ar wiz a zo en em ruilhet er fank goude bezañ bet gwalc’het.