Jehu mab ar gwelour Hanani a yeas en arbenn d'ar roue Jozafad, hag e lavaras dezhañ: Hag eo ret sikour un den fall? Enebourien an AOTROU eo a garez? En abeg da-se an AOTROU a zo kounnaret a-enep dit.
Romaned 8:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned rak karantez ar c’hig a zo enebiezh ouzh Doue, dre na sent ket ouzh lezenn Doue hag evit gwir ne c’hell ket henn ober. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) rag ar garantez euz ar c’hig a zo kassoni ouz Doue; rag ne bleg ket da lezen Doue; hag evit‐gwir na hell ket hen ober. |
Jehu mab ar gwelour Hanani a yeas en arbenn d'ar roue Jozafad, hag e lavaras dezhañ: Hag eo ret sikour un den fall? Enebourien an AOTROU eo a garez? En abeg da-se an AOTROU a zo kounnaret a-enep dit.
A-enep Doue eo, e tistroez da gounnar hag e lakaez komzoù evel-se da zont er-maez eus da c'henoù?
ne stoui ket dirazo ha ne serviji ket anezho, rak me eo an AOTROU da Zoue, un Doue gwarizius a gastiz direizhder an tadoù war ar vugale betek an trede hag ar pevare rumm eus ar re a gasa ac'hanon,
Un Etiopiad, ha cheñch a rafe e groc'hen, pe ul loupard e darchoù? Ha c'hwi a c'hellfe ober ar mad, pa'z oc'h bet desket d'ober an droug?
evit tapout re di Israel dre o c'halon o-unan, int hag a zo holl pellaet diouzhin gant o idoloù.
Lignez a naered-gwiber, penaos e c’hellfec’h lavarout traoù mat, fall evel ma’z oc’h? Rak eus leunder ar galon e komz ar genoù.
Piv bennak eta a dorro an disterañ eus ar gourc’hemennoù-mañ hag a zesko evel-se d’an dud, a vo galvet ar bihanañ e rouantelezh an neñvoù. Met piv bennak o miro hag o desko d’ar re all, hennezh a vo galvet bras e rouantelezh an neñvoù.
Ar bed ne c’hell ket ho kasaat, met kasaat a ra ac’hanon, abalamour ma roan testeni anezhañ penaos eo fall e oberoù.
Evel na fellas ket dezho anavezout Doue, Doue en deus o laosket da soñjoù a fallentez en hevelep doare ma reont traoù dizellezek.
flatrerien, droukkomzerien, enebourien Doue, tud dismegañsus, ourgouilhus, aner, ijinus a fallentez, disentus ouzh o zud,
Ha kas a reomp eta da netra al lezenn dre ar feiz? N’eo ket! Er c’hontrol, diazezañ a reomp al lezenn.
Rak mar d-omp bet, pa oamp enebourien, adunvanet gant Doue dre varv e Vab, muioc’h a-se o vezañ adunvanet, e vimp salvet dre e vuhez.
evit ma vefe peurc’hraet reizhder al lezenn ennomp-ni na gerzhomp ket hervez ar c’hig met hervez ar spered.
Koulskoude an den naturel ne gompren ket traoù Spered Doue, rak evel follentez int evitañ, ha ne c’hell ket o anavezout rak dre ar spered eo e varner anezho.
gant ar re a zo hep lezenn, on bet evel hep lezenn, petra bennak ma n’on ket hep lezenn Doue pa’z emaon dindan lezenn Krist, evit gounit ar re a zo hep lezenn.
C’hwi, hag a oa gwechall diavaezidi hag enebourien dre ho soñjoù hag hoc’h oberoù fall,
Ra ne dapo den ar priz diganeoc’h dre un izelegezh a-ziavaez ha dre lid an aeled, o kemer preder eus traoù n’en deus ket gwelet, o vezañ c’hwezet a ourgouilh hep poell gant e skiant kigel,
Met setu an emglev a rin gant ti Israel: Goude an deizioù-se, eme an Aotrou, e lakain va lezennoù en o soñjoù hag e skrivin anezho war o c’halonoù, me a vo o Doue hag int a vo va fobl.
Tud ha gwragez avoultr, ha n’ouzoc’h ket penaos karantez ar bed a zo enebiezh ouzh Doue? An neb eta a fell dezhañ bezañ mignon d’ar bed en em ra enebour da Zoue.
O daoulagad a zo leun a avoultriezh, ne baouezont ket da bec’hiñ, o klask da eren an eneoù n’int ket diazezet mat, o c’halon a zo roet d’an droukc’hoant, bez’ ez int bugale a vallozh.