Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Koloseiz 2:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

18 Ra ne dapo den ar priz diganeoc’h dre un izelegezh a-ziavaez ha dre lid an aeled, o kemer preder eus traoù n’en deus ket gwelet, o vezañ c’hwezet a ourgouilh hep poell gant e skiant kigel,

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

18 Diwallo den da lemmel diganeoc’h ho recompans dre eur zeblant a humilite, ha dre adoration an elez, o sourcial ouz traou ha n’hen deuz ket ho gwelet, o veza c’houezet a ourgouil gant skiant ar c’hig,

Ver Capítulo Copiar




Koloseiz 2:18
42 Referencias Cruzadas  

An AOTROU Doue a lavaras d'ar wreg: Perak ec'h eus graet kement-se? Ar wreg a respontas: An naer he deus touellet ac'hanon ha debret em eus diouti.


Piv eo an hini a deñvala an ali dre gomzoù diskiant?


Aet out da gichen ar roue gant eoul, kresket ec'h eus da c'hwezhioù-mat, kaset ec'h eus da gannaded pell, hag ez out diskennet betek lec'h ar marv.


Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Gwalleur d'ar brofeded diskiant a heuilh o spered o-unan, ha n'o deus ket gwelet tra ebet.


Met ec'h enoro doue ar c'hreñvlec'hioù en o lec'h, un doue dianavezet gant e dadoù, a enoro gant aour, arc'hant, mein prizius ha traoù c'hoantus.


rak stourmet o deus ouzhoc'h dre o gwidreoù, en ur douellañ ac'hanoc'h en afer Peor hag en afer Kozbi, merc'h ur penn eus Madian, o c'hoar a zo bet lazhet da zevezh ar gouli erruet dre afer Peor.


Rak fals-kristed ha fals-profeded a savo, hag e raint sinoù bras ha burzhudoù en hevelep doare ma tromplint, ma vije gallet, ar re zibabet o-unan.


int hag o deus troet gwirionez Doue e gaou, ha servijet hag azeulet ar c’hrouadur e-lec’h ar C’hrouer, an hini a zo benniget da virviken. Amen.


Rak ar seurt tud-se ne servijont ket an Aotrou Jezuz-Krist, met o c’hof o-unan; dre gomzoù dous ha melus, e tromplont kalonoù a re zizrouk.


Ar garantez a zo habask ha leun a vadelezh, ar garantez n’eo ket avius, ar garantez n’eo ket fougasus, n’en em c’hwez ket a ourgouilh,


Rak pa’z eo gwir ez eus en ho touez gwarizi, tabutoù ha diemglevioù, ha n’oc’h ket kigel ha ne gerzhit ket hervez an dud?


Hogen hiniennoù a zo en em c’hwezhet gant an ourgouilh, evel ma ne dlejen ket dont en ho touez.


Breudeur, an traoù-se am eus treukaset warnon ha war Apolloz abalamour deoc’h, evit ma teskot ennomp tremen hep soñjal en tu-hont d’ar pezh a zo skrivet, hag evit na zeuio hini ac’hanoc’h d’en em c’hwezhañ gant an ourgouilh evit unan a-enep egile.


E-keñver an traoù aberzhet d’an idoloù, gouzout a reomp hon eus holl anaoudegezh. An anaoudegezh a c’hwez, met ar garantez a sav.


Ha n’ouzoc’h ket penaos pa gemerer perzh en ur redadeg an holl a red, met unan hepken a resevo ar priz? Redit en un doare d’e c’hounit.


Met evel ma tromplas an naer Eva dre widre, aon am eus na zeufe ivez ho soñjoù d’en em vreinañ diouzh an eeunder a zo e Krist.


Rak aon am eus, pa’z in d’ho kavout, na gavin ket ac’hanoc’h evel ma fell din, ha na gavot ket ac’hanon evel ma fell deoc’h, na vo tabutoù, gwarizi, kasonioù, dirollerezh, droukkomzoù, falstamalloù, ourgouilh, trubuilhoù,


Setu eta ar pezh a lavaran hag a zisklêrian en Aotrou: N’en em gunduit ket evel en em ren ar baganed all, a heuilh fouge o soñjoù.


Ra ne dromplo den ac’hanoc’h dre gomzoù aner, rak abalamour d’an traoù-se e teu fulor Doue war ar vugale disent.


An traoù kuzhet a zo d'an AOTROU hon Doue, met an traoù diskuliet a zo deomp ha d'hor mibien da viken, evit ma raimp diouzh holl gomzoù al lezenn-mañ.


e redan gant gred war-zu ar pal evit priz galvidigezh neñvel Doue e Jezuz-Krist.


An traoù-se o deus e gwirionez un diavaez a furnez, o tiskouez evel ul lid a volontez vat, izelegezh ha garventez e-keñver ar c’horf, met a zo didalvoud a-enep ar pezh a c’hell plijout d’ar c’hig.


Lavarout a ran kement-se evit na dromplo den ac’hanoc’h gant prezegennoù touellus.


Lakait evezh na zeufe den da dromplañ ac’hanoc’h gant ar filozofiezh pe gant touelloù aner, hervez hengoun an dud, hervez kentañ kentelioù ar bed, ha nann hervez Krist.


fellout a ra dezho bezañ doktored eus al lezenn, petra bennak ma n’intentont ket ar pezh a lavaront nag ar pezh a roont evel gwir.


Ar Spered a lavar start penaos, en amzerioù diwezhañ, hiniennoù en em zistroio diouzh ar feiz evit en em reiñ da speredoù touellus ha da gelennadurezhioù an diaouled,


O daoulagad a zo leun a avoultriezh, ne baouezont ket da bec’hiñ, o klask da eren an eneoù n’int ket diazezet mat, o c’halon a zo roet d’an droukc’hoant, bez’ ez int bugale a vallozh.


Skrivet em eus deoc’h an traoù-mañ diwar-benn ar re a douell ac’hanoc’h.


An aerouant bras a voe taolet kuit, an naer gozh anvet an diaoul ha Satan, an hini a douell ar bed holl, taolet e voe war an douar hag e aeled a voe taolet gantañ.


Touellañ a reas ar re a chome war an douar dre ar burzhudoù a oa bet roet dezhañ d’ober dirak al loen, o lavarout da dud an douar ober ur skeudenn d’al loen, an hini a oa c’hoazh bev goude bezañ resevet an taol digant ar c’hleze.


Ar re holl a chom war an douar a azeulo anezhañ, ar re n’eo ket skrivet o anvioù adalek krouidigezh ar bed el levr a vuhez eus an Oan a zo bet lakaet d’ar marv.


Me a gouezhas d’e dreid evit e azeuliñ, met eñ a lavaras din: Diwall d’ober kement-se. Me eo da genseurt er servij hag hini da vreudeur o deus testeni Jezuz. Azeul Doue, rak testeni Jezuz eo ar spered a brofediezh.


Setu, dont a ran prest. Dalc’h start ar pezh ac’h eus evit na gemero den da gurunenn.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos