Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Koloseiz 2:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

19 hep en em stagañ ouzh ar penn, a laka ar c’horf a-bezh, unanet asambles dre ar juntoù hag al liammoù, da greskiñ hervez ar greskadurezh roet gant Doue.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

19 hag heb en em derc’hel stag ouz ar pen, euz a behini e teu ar c’horf, unanet gant ar mellou hag al liammou, da greski euz eur greskadurez hervez Doue.

Ver Capítulo Copiar




Koloseiz 2:19
33 Referencias Cruzadas  

Met ar gwin nevez a dle bezañ lakaet e seier nevez, hag an daou en em vir a-unan.


evit ma vint holl unan, evel ma’z out ennon, Tad, hag evel ma’z on ennout, evit ma vint ivez unan ennomp, evit ma kredo ar bed ec’h eus va c’haset.


Al lod bras eus ar re o doa kredet ne oant holl nemet ur galon hag un ene. Den ne lavare e oa dezhañ tamm ebet eus ar madoù en doa, met an holl draoù a oa kumun etrezo.


Met mar d-eo lamet kuit hiniennoù eus ar brankoù, ha mar d-out-te, olivezenn gouez, bet imboudet en o lec’h ha deuet da gaout lod e gwrizienn hag e chug an olivezenn,


Ho pediñ a ran, breudeur, en anv hon Aotrou Jezuz-Krist, da zerc’hel holl an hevelep komzoù ha da ziwall na vefe ket a zizunvaniezh etrezoc’h, met da vezañ unanet en un hevelep soñj hag en un hevelep mennozh.


Met fellout a ra din e oufec’h penaos Krist eo ar penn eus pep den, hag an den penn eus ar wreg, ha Doue penn eus Krist.


Me am eus plantet, Apolloz en deus douret, met Doue en deus lakaet da greskiñ,


Lakaet en deus pep tra dindan e dreid, hag en deus e roet evit penn-bras d’an Iliz,


hag a zo e gorf, al leunder eus an hini a leugn an holl en holl.


ennañ an holl vatis, urzhiet mat, a sav evit bezañ un templ santel en Aotrou,


oc’h en em stagañ da genderc’hel unvaniezh ar spered dre ere ar peoc’h.


rak den ebet n’en deus kasaet biskoazh e gorf e-unan, met e vagañ hag e zerc’hel a ra evel ma ra ivez an Aotrou e-keñver an Iliz,


Lakait evezh hepken d’en em ren en un doare dellezek eus Aviel Krist, evit, pe e teuin d’ho kwelout pe e vin ezvezant, ma klevin lavarout ac’hanoc’h e talc’hit start en un hevelep spered da stourm gant un hevelep ene evit feiz an Aviel,


en hevelep doare ma en em renit en un doare dellezek eus an Aotrou, evit plijout dezhañ en holl draoù, o tougen frouezh e pep seurt oberoù mat hag o kreskiñ en anaoudegezh Doue,


Eñ eo penn ar c’horf, an Iliz, eñ eo ar penn-kentañ, ar c’hentañ-ganet a-douez ar re varv, evit ma talc’ho ar renk kentañ e pep tra.


evit ma vo o c’halonoù frealzet, ma vint ereet start asambles er garantez, ma vint pinvidikaet gant ur skiant peurvat, evit anavezout mister Doue, an Tad ha Krist,


ha ra lakaio ac’hanoc’h an Aotrou da greskiñ ha da fonnañ er garantez an eil e-keñver egile hag e-keñver an holl, evel ma hon eus-ni en ho keñver,


ha kement-se eo ivez ar pezh a rit e-keñver an holl vreudeur a zo e Makedonia a-bezh. Met ec’h aliomp ac’hanoc’h, breudeur, da fonnañ e kement-se muioc’h-muiañ,


Breudeur, ret eo deomp trugarekaat Doue dalc’hmat evidoc’h, evel ma’z eo dereat, abalamour ma kresk ho feiz muioc’h-muiañ ha ma fonn ar garantez hoc’h eus an eil e-keñver egile,


A-hend-all, bezit holl eus un hevelep santad, truezus, oc’h en em garout evel breudeur, leun a drugarez, a volontez vat,


Met kreskit e gras hag en anaoudegezh hon Aotrou ha Salver Jezuz-Krist. Dezhañ ra vo ar gloar, bremañ hag evit ar beurbadelezh! Amen.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos