Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Koloseiz 2:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

20 Mar d-oc’h eta marv gant Krist e-keñver kentañ kentelioù ar bed, perak e vec’hier ac’hanoc’h eus an urzhiadurioù-se, evel pa vevjec’h c’hoazh er bed:

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

20 Mar d’oc’h eta maro assambles gant ar C’hrist, evit ar pez a zell an diskadurez dister euz ar bed‐man, perag e karger ac’hanoc’h euz an ordrenansou‐ze, evel pa vijec’h c’hoas o veva er bed?

Ver Capítulo Copiar




Koloseiz 2:20
19 Referencias Cruzadas  

Ma vijec’h eus ar bed, ar bed a garje ar pezh a vije dezhañ. Met abalamour ma n’oc’h ket eus ar bed ha ma em eus ho tibabet a-douez ar bed, abalamour da-se eo e kasa ar bed ac’hanoc’h.


Rak petra bennak ma kerzhomp er c’hig, ne stourmomp ket hervez ar c’hig.


Evel-se ni ivez, pa oamp bugale, e oamp dindan sklavelezh kentañ kentelioù ar bed.


Met pell diouzhin ar soñj da gavout gloar e netra all nemet e kroaz hon Aotrou Jezuz-Krist. Drezañ ar bed a zo bet kroazstaget evidon, evel ma’z on bet va-unan evit ar bed.


o vezañ distrujet en e gig ar gasoni, lezenn ar gourc’hemennoù dalc’het en urzhioù, evit krouiñ ennañ e-unan eus an daou un den nevez hepken goude bezañ graet ar peoc’h,


diverket en deus ar skrid a oa a-enep deomp, an urzhiadurioù a damalle ac’hanomp, en deus o c’haset da netra o stagañ anezho ouzh ar groaz,


Ra ne varno eta den ac’hanoc’h diwar-benn an debriñ pe an evañ, pe diwar-benn un deiz gouel pe ul loar nevez pe ur sabad,


Na zebr ket, na dañva ket, na stok ket,


Lakait evezh na zeufe den da dromplañ ac’hanoc’h gant ar filozofiezh pe gant touelloù aner, hervez hengoun an dud, hervez kentañ kentelioù ar bed, ha nann hervez Krist.


rak marv ez oc’h hag ho puhez a zo kuzhet gant Krist e Doue.


N’en em lezit ket da vezañ stlejet dre gelennadurezhioù a bep seurt hag estren, rak mat eo e vefe ar galon nerzhet gant ar c’hras ha nann gant bouedoù n’o deus servijet da netra d’ar re staget outo.


Tud ha gwragez avoultr, ha n’ouzoc’h ket penaos karantez ar bed a zo enebiezh ouzh Doue? An neb eta a fell dezhañ bezañ mignon d’ar bed en em ra enebour da Zoue.


Gouzout a reomp ez omp eus Doue hag emañ ar bed holl beuzet en droug.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos