rak, goude bezañ anavezet Doue, n’o deus ket roet gloar dezhañ evel da Zoue ha n’o deus ket e drugarekaet, met deuet int d’en em goll en o arguzennoù hag o c’halon dibourvez a zo bet leuniet a deñvalijenn.
Met n’emaoc’h ket er c’hig met er spered, gant ma chom Spered Doue ennoc’h. Ma ez eus unan bennak ha n’en deus ket Spered Krist, hennezh n’eo ket dezhañ.
Resevet em eus pep tra hag emaon er fonnder. Karget on bet a vadoù o resev dre Epafrodit ar pezh a zeu diganeoc’h evel ur prof a c’hwezh-vat, un aberzh degemeret ha kavet mat gant Doue.
en hevelep doare ma en em renit en un doare dellezek eus an Aotrou, evit plijout dezhañ en holl draoù, o tougen frouezh e pep seurt oberoù mat hag o kreskiñ en anaoudegezh Doue,
A-hend-all, breudeur, goude bezañ desket ganeomp e peseurt doare eo ret en em ren evit plijout da Zoue, ni ho ped hag hoc’h ali start en Aotrou Jezuz ma fonnot e kement-se bepred muioc’h-muiañ.
a rento ac’hanoc’h peurc’hraet e pep ober mat, evit ma reot e volontez, oc’h ober e-unan ennoc’h ar pezh a gav mat, dre Jezuz-Krist, ra vo ar gloar dezhañ e kantvedoù ar c’hantvedoù! Amen.