Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Timote 3:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 treitour, taer, c’hwezhet a ourgouilh, a garo ar blijadur kentoc’h eget Doue,

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

4 treitourien, ter, c’houezet gant an ourgouil, douget d’ar blijadur muoc’h eged da Zoue,

Ver Capítulo Copiar




2 Timote 3:4
12 Referencias Cruzadas  

Kement-se o vezañ anat, e tleit en em sioulaat ha chom hep ober netra gant hastidigezh.


Pehini eo ar profed n’o deus ket ho tadoù heskinet? Lazhet o deus ar re o doa diouganet donedigezh ar Reizh, an hini hoc’h eus droukroet bremañ hag hoc’h eus drouklazhet.


Gwir eo, lamet int bet kuit abalamour d’o diskredoni, ha te a chom dre ar feiz. Arabat dit lorc’hiñ, met az pez aon,


Rak ar seurt tud-se ne servijont ket an Aotrou Jezuz-Krist, met o c’hof o-unan; dre gomzoù dous ha melus, e tromplont kalonoù a re zizrouk.


Ra ne vo ket nevez distroet ouzh Doue, gant aon, o vezañ c’hwezet gant an ourgouilh, na gouezhfe dindan kondaonidigezh an diaoul.


Met an hini a vev er plijadurioù a zo marv, daoust ma’z eo bev.


Kemenn da re binvidik ar c’hantved-mañ ma chomint hep bezañ ourgouilhus hag hep lakaat o esperañs en argred ar pinvidigezhioù, met en Doue bev a ro deomp an holl draoù gant fonnusted evit ma laouenafemp ganto,


Ar re-se a zo tud hag en em zisparti o-unan, tud douget d’o c’horf ha n’emañ ket ar Spered ganto.


Rak en em silet ez eus en ho touez hiniennoù a zo skrivet abaoe pell ’zo o c’hondaonidigezh, tud na zouj ket Doue, a dro gras hon Doue e dirollerezh, hag a zinac’h Doue ar Mestr hepken ha Jezuz-Krist hon Aotrou.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos