Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Timote 3:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 hep karantez naturel, didruez, droukkomzerien, diroll, garv, enebourien d’an dud vat,

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

3 dizanaoudec, impi, hep carantez naturel, dibardon, droug‐prezegerien e‐faoz, diroll, didruez, leun a gassoni evit an dud vad,

Ver Capítulo Copiar




2 Timote 3:3
31 Referencias Cruzadas  

Milliget ra vo o c'hounnar rak taer e voe, hag o fulor rak kriz e voe! O rannañ a rin e Jakob hag o stlabezañ a rin en Israel.


an hini a sell gant fae an den disprizus, an hini a enor ar re a zouj an AOTROU, an hini na cheñch ket e le zoken pa vefe en e c'haou,


Kriet o deus war-zu ennout hag ez int bet dieubet, lakaet o deus o fiziañs ennout ha n'int ket bet mezhek.


Disprizet ha distaolet gant an dud, den a c'hlac'har, kustumet ouzh ar boan, evel un den a zistroer an dremm dioutañ, disprizet eo ha ne reer van ebet anezhañ.


Mibien d'ar re a waske ac'hanout a zeuio ivez da'z kavout en ur stouiñ. Ar re holl a zisprize ac'hanout a zaoulino ouzh solioù da dreid hag a anvo ac'hanout: Kêr an AOTROU, Sion Sant Israel.


En amzer diwezhañ eus o ren, pa vo sevenet niver ar bec'herien, e savo ur roue kalet e zremm hag ampart en touell.


Ar breur a roio e vreur d’ar marv, hag an tad e vugel, ar vugale en em savo a-enep o zud hag o lakaint d’ar marv.


Neuze Jezuz a voe kaset gant ar Spered el lec’h distro, evit bezañ temptet gant an diaoul.


An neb a selaou ac’hanoc’h, a selaou ac’hanon; an neb a zispriz ac’hanoc’h, a zispriz ac’hanon; an neb a zispriz ac’hanon, a zispriz an hini en deus va c’haset.


Ar farizianed, hag a oa tud pizh, a selaouas kement-se hag a reas goap anezhañ.


Jezuz a respontas dezho: Ha ne’m eus ket ho tibabet, ho taouzek? Hag unan ac’hanoc’h a zo un diaoul.


Bez’ ez int leuniet a bep direizhder, a loustoni, a fallentez, a bizhoni, a dromplerezh, a warizi, a vuntroù, a dabutoù, a widre, a fallagriezh,


diskiant, disleal, hep hegarated naturel, dibardon, didruez,


N’en em dremenit ket an eil eus egile, nemet dre un asant graet etrezoc’h evit ur pennad, evit en em reiñ d’ar yun ha d’ar bedenn. Ha goude distroit asambles, gant aon na zeufe Satan d’ho temptañ dre ho tiouer a vestroni.


Koulskoude, ma n’o deus ket mestroni warno o-unan, ra zimezint, rak gwelloc’h eo dimeziñ eget deviñ.


An hini eta a zispriz kement-se ne zispriz ket un den met Doue, eñ hag en deus roet ivez deomp e Spered-Santel.


En hevelep doare, ra vo o gwragez poellek, hep droukkomz, habask, feal en holl draoù.


met er c’hontrol, degemerus, o karout an dud vat, diazez, reizh, santel, habask,


ra o devo ivez ar gwragez oadet an diavaez a zere ouzh ar santelezh, ra ne vint na droukkomzerezed, na re dechet d’ar gwin, ra gelennint ar mad,


C’hwi er c’hontrol, a zispriz ar paour! Ha n’eo ket ar re binvidik eo ar re a wask ac’hanoc’h hag a stlej ac’hanoc’h dirak al lezioù-barn?


O daoulagad a zo leun a avoultriezh, ne baouezont ket da bec’hiñ, o klask da eren an eneoù n’int ket diazezet mat, o c’halon a zo roet d’an droukc’hoant, bez’ ez int bugale a vallozh.


o prometiñ dezho al librentez, petra bennak ma’z int o-unan sklavourien eus ar vreinadurezh, rak dont a ra pep hini da vezañ sklavour eus ar pezh a zo trec’h warnañ.


Ret eo gouzout da gentañ penaos en devezhioù diwezhañ e teuio goapaerien en em gunduo hervez o droukc’hoantoù o-unan


Tud int ha ne reont nemet grozmolat, en em glemm bepred, a gerzh hervez o droukc’hoantoù, o genoù a lavar komzoù ourgouilhus, doujañ a reont tud dre interest.


Lavarout a raent deoc’h penaos en amzerioù diwezhañ e vije goapaeriena gerzhje hervez o droukc’hoantoù o-unan hep doujañs-Doue.


Roet e voe dezhañ ar galloud da reiñ ur spered da skeudenn al loen, evit ma vije gouest skeudenn al loen da gomz ha da lakaat d’ar marv ar re holl n’azeuljent ket skeudenn al loen.


Ha den ne c’hello na prenañ na gwerzhañ nemet an hini en devo ar merk, pe an anv eus al loen, pe an niver eus e anv.


Rak skuilhet o deus gwad ar sent hag ar brofeded, hag ec’h roet eus dezho gwad da evañ. Henn meritout a reont.


Gwelout a ris ar wreg mezvet gant gwad ar sent ha gant gwad merzherien Jezuz, hag e krogas ur souezh vras ennon o welout anezhi.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos