Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Timote 3:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Rak an dud en em garo o-unan, a garo an arc’hant, a vo fougeüs, otus, mallozherien, disent ouzh o zadoù hag o mammoù, dizanaoudek, disantel,

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

2 Rag an dud a vezo touellet ganthe ho‐unan ha gant an arc’hant, fougeerien, ourgouillus, gwall‐deodou, dizent ouz ho zad hag ouz ho mam,

Ver Capítulo Copiar




2 Timote 3:2
43 Referencias Cruzadas  

Rak an hini drouk a vrabañs gant c'hoant e ene, hag al laer a zroukped a-enep an AOTROU hag a zismegañs anezhañ.


Perak em befe aon en deizioù ar gwalleur, pa'z on gronnet gant drougiezh va enebourien?


D'ar mestr-kaner; "Maskil" David.


An daoulagad otus, an teod gaouiat, an daouarn a skuilh ar gwad didamall,


Ar vouc'hal, hag e kavfe gloar diwar-goust an hini a ra ganti? An eskenn, hag en em savfe dreist an hini he laka da fiñval? Evel ma rafe mont ar wialenn d'an hini a sav anezhi, hag evel ma savfe ar vazh ar pezh n'eo ket koad!


Ar roue a raio ar pezh a fello dezhañ hag a lorc'henno hag en em uhelaio dreist pep doue. Hag e lavaro traoù souezhus a-enep Doue an doueoù, hag e raio berzh betek ma vo ar vrouez kaset da benn, rak ar pezh a zo divizet a c'hoarvezo.


Hag e lavaro gerioù a-enep an Uhel-Meurbet, hag e heskino sent an Uhel-Meurbet, hag e vo e-sell da cheñch an amzerioù hag al lezenn. Ar sent a vo lakaet etre e zaouarn e-pad un amzer hag amzerioù hag un hanter-amzer.


n’eo ket dalc’het da enoriñ e dad pe e vamm. C’hwi a gas da netra gourc’hemenn Doue gant hoc’h hengoun.


Hag e lavaras dezho: Diwallit gant evezh diouzh ar bizhoni, rak un den n’en deus ket ar vuhez diouzh puilhentez e vadoù.


Ar farizianed, hag a oa tud pizh, a selaouas kement-se hag a reas goap anezhañ.


Met karit hoc’h enebourien, grit vad ha prestit hep gortoz netra, hag ho kopr a vo bras, ha c’hwi a vo mibien an Uhel-Meurbet, abalamour ma’z eo mat e-keñver ar re zizanaoudek hag ar re fall.


Rak bez’ ez eus ur pennad amzer ma savas Teudaz, o lavarout e oa un den a bouez. Un niver a war-dro pevar c’hant den en em unanas dezhañ, met lazhet e voe, hag ar re holl a oa gantañ a voe stlabezet ha deuet da netra.


na zenn ket gloar diwar goust ar brankoù-se. Mar tennez gloar, anavez penaos n’eo ket te a zoug ar wrizienn, met ar wrizienn eo an hini a zoug ac’hanout.


Eñ a zo marvet evit an holl, evit na vevo ken evito o-unan ar re a vev, met evit an hini a zo marvet hag adsavet a varv evito.


rak e klaskont holl o mad o-unan ha nann hini Jezuz-Krist.


Lakait eta da vervel en hoc’h izili ar pezh a zalc’h d’an douar, ar c’hadaliezh, an hudurniezh, an drouksoñjoù, an droukc’hoantoù, ar pizhoni a zo idolerezh,


an enebour a sav dreist kement a c’halver Doue pe a azeuler, betek azezañ evel Doue e templ Doue, oc’h en em reiñ e-unan evel Doue.


En o zouez emañ Himene hag Aleksandr, am eus roet da Satan evit ma teskint tremen hep mallozhiñ.


evit an hini a oar n’eo ket bet graet al lezenn evit an den reizh, met evit ar re fall hag ar re zisent, ar re zifeiz hag ar bec’herien, an dud digredenn hag ar re zisantel, al lazherien o zad hag o mamm, ar vuntrerien,


nann techet d’ar gwin, na taer, na douget d’ar gounid dizonest, met habask, pell eus an tabutoù, hep pizhoni,


Rak karantez an arc’hant eo gwrizienn an holl drougoù. Hiniennoù o vezañ dalc’het ganti, a zo en em zistroet diouzh ar feiz hag en em daolet o-unan er brasañ poanioù.


c’hwezet eo gant an ourgouilh, ne oar netra, met bez’ en deus ar c’hleñved eus kudennoù ha tabutoù ar gerioù, ac’hane e teu ar c’hoant, an diroll, an diskred drouk, an diskredoù,


treitour, taer, c’hwezhet a ourgouilh, a garo ar blijadur kentoc’h eget Doue,


Mar peurc’hrit al lezenn roueel hervez ar Skritur: Karout a ri da nesañ eveldout da-unan, e rit mat,


Met bremañ e kavit gloar en ho fougeoù. Pep fouge a seurt-se a zo fall.


Er c’hontrol e ro ur c’hras vrasoc’h. Dre-se, ar Skritur a lavar: Doue a harp ouzh ar re ourgouilhus, met reiñ a ra gras d’ar re uvel.


En hevelep doare, tud yaouank, sentit ouzh an henaourien. En em wiskit a izelegezh, o plegañ holl an eil d’egile, rak: Doue a harp ouzh ar re ourgouilhus, met reiñ a ra gras d’ar re uvel.


dreist-holl ar re a gerzh hervez ar c’hig e c’hoantidigezh an hudurniezh hag e dispriz ar galloud. Rok hag hardizh, e tismegañsont hep aon ar gloarioù,


Met ar re-mañ, evel loened diskiant dre natur, ganet evit bezañ paket ha distrujet, e troukkomzont eus ar pezh ne gomprenont ket, hag e vint distrujet en o breinadurezh o-unan,


O terc’hel lavarioù c’hwezhet gant fouge, e tennont dre zroukc’hoantoù ar c’hig hag gant an hudurniezh tud hag o doa nebeud a-raok tec’het diouzh ar re a vev en diroll,


Dre zroukc’hoant e korvoint ac’hanoc’h gant gerioù touellus, met abaoe pell amzer ne ehan o c’hondaonidigezh da dostaat hag o c’hollidigezh ne chom ket morgousket.


Tud int ha ne reont nemet grozmolat, en em glemm bepred, a gerzh hervez o droukc’hoantoù, o genoù a lavar komzoù ourgouilhus, doujañ a reont tud dre interest.


En em zalc’his em sav war draezh ar mor, hag e welis o sevel eus ar mor ul loen en doa seizh penn ha dek korn, war e gerniel dek talgen ha war e bennoù un anv a vallozh.


An dud a vallozhjont Doue an neñv abalamour d’o glac’haroù ha d’o goulioù, ha n’o deus ket keuz eus o oberoù.


Hag e kouezhas eus an neñv war an dud ur grizilh bras, ken pounner hag un talant pep grizilhenn. An dud a vallozhas Doue abalamour da c’houli ar grizilh, rak ar gouli-se a voe bras-meurbet.


An dud a voe devet gant un tommder bras. An dud a vallozhjont anv Doue, an hini en deus galloud war ar goulioù-se, ha n’o deus ket keuz evit reiñ gloar dezhañ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos