Romaned 8:26 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Evel-se ivez ar Spered a sikour ac’hanomp en hon dinerzhded. Rak n’ouzomp ket petra a dleomp goulenn evit pediñ evel ma’z eo dereat. Met ar Spered e-unan a erbed evidomp dre huanadoù na c’hellont ket bezañ displeget. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag ouz‐pen‐ze ive ar Spered a zicour ac’hanomp en hor sempladureziou; rag na ouzomp ket petra a dleomp da c’houlen evit pidi evel ma’z eo dleet; mes ar Spered he‐unan a zeu da intercedi evidomp dre huanadou ha na heller ket ho rei da gompren. |
AOTROU, klevout a rez c'hoant ar re c'hlac'haret: starta o c'halonoù, ro ur skouarn evezhiek dezho,
rak en devo sellet eus lec'h uhel e santelezh, hag en devo eus an neñvoù taolet e zaoulagad war an douar,
Va c'halon a zo bet skoet hag he deus disec'het evel ar geot, kement ma em eus ankounac'haet debriñ va bara.
Az pez truez ouzhin, AOTROU, rak me 'zo dinerzh; va yac'ha, rak va eskern a zo o krenañ.
Pellait diouzhin, c'hwi holl micherourien a zireizhder! Rak an AOTROU en deus klevet mouezh va daeroù.
Sankañ a ran en ur fankigell don, e-lec'h ma kollan sont. Aet on e donder an doureier hag an tonnoù o deus va goloet.
Skuilhañ a rin war di David ha war dud Jeruzalem ar Spered a c'hras hag a bedennoù, hag e sellint ouzhin, an hini o deus toullet. Hag e raint kañv dezhañ evel ma reer kañv d'ur mab nemetañ, hag e ouelint c'hwerv evel ma oueler war ur mab kentañ-ganet.
Jezuz a respontas: N’ouzoc’h ket ar pezh a c’houlennit. Ha gallout e c’hellit evañ an hanaf a dlean evañ ha bezañ badezet eus ar vadeziant ma tlean bezañ badezet ganti? Int a lavaras dezhañ: Ni a c’hell.
Gwasket gant an anken, e pedas kalz startoc’h, hag e teuas dezhañ ur c’hwezenn evel beradennoù gwad a gouezhe war an douar.
Ni ar re greñv a dle gouzañv dinerzhded ar re zinerzh ha ne dleomp ket en em blijout ennomp hon-unan.
Ha n’hoc’h eus ket resevet ur spered a sklavelezh evit bezañ c’hoazh en aon, met resevet hoc’h eus ur Spered advugelañ a laka ac’hanomp da grial: Abba! Tad!
E-pad ma’z emaomp en tabernakl-mañ, e huanadomp dindan ar bec’h, abalamour ma fell deomp, nann bezañ diwisket, met bezañ gwisket, evit ma vo ar pezh a zo marvel lonket gant ar vuhez.
Ha dre ma’z oc’h mibien, Doue en deus kaset en ho kalonoù Spered e Vab o krial: Abba! Tad!
o pediñ e pep amzer dre bep seurt pedennoù hag aspedennoù dre ar Spered, o veilhañ war gement-se gant dalc’husted hag o pediñ evit an holl sent,
Rak n’hon eus ket ur beleg-meur na c’hellfe ket kaout truez d’hon dinerzhded, er c’hontrol temptet eo bet eveldomp en holl draoù, met hep pec’hiñ.
Gallout a ra kaout truez ouzh ar re a zo en diouiziegezh hag en errol, peogwir eo eñ ivez e-unan e-kreiz an dinerzhded.
Goulenn a rit ha ne resevit ket abalamour ma c’houlennit fall, evit dic’hoantañ ho kwallyouloù.