Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Zakaria 12:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 Skuilhañ a rin war di David ha war dud Jeruzalem ar Spered a c'hras hag a bedennoù, hag e sellint ouzhin, an hini o deus toullet. Hag e raint kañv dezhañ evel ma reer kañv d'ur mab nemetañ, hag e ouelint c'hwerv evel ma oueler war ur mab kentañ-ganet.

Ver Capítulo Copiar




Zakaria 12:10
39 Referencias Cruzadas  

Jozef ne c'helle ket ken en em zerc'hel dirak ar re holl a oa eno, hag e krias: Kasit an holl er-maez! Ha den ne chomas gant Jozef pa en em roas da anavezout d'e vreudeur.


Sevel a reas e vouezh en ur ouelañ. An Ejipsianed en klevas ha ti Faraon en klevas.


O Doue! Krou ennon ur galon c'hlan, nevesa em diabarzh ur spered eeun,


Distroit pa damallan ac'hanoc'h. Setu, e skuilhin warnoc'h eus va spered, hag e roin deoc'h da gompren va c'homzoù.


Pa oan c'hoazh ur bugel tost da'm zad, tener ha karedik e-kichen va mamm,


ken na vo skuilhet warnomp ar Spered eus an nec'h, ha ma vo troet ar gouelec'h en ul liorzh frouezhus, ha ma vo sellet al liorzh frouezhus evel ur goadeg.


Troit ouzhin hag e viot salvet, c'hwi holl pennoù an douar, rak me a zo Doue ha n'eus ket unan all.


Goude bezañ distroet em eus bet keuz, goude bezañ bet desket em eus skoet war va morzhed. Mezhek ez on bet ha pinous, dre ma tougen dismegañs va yaouankiz.


Dont a raint gant daeroù hag o renin e-kreiz aspedennoù, o c'has a rin d'an doureier-red, dre un hent eeun e-lec'h na gouezhint ket. Me a zo un tad evit Israel, hag Efraim eo va c'hentañ-ganet.


En deizioù-se, en amzer-se, eme an AOTROU, mibien Israel a zeuio, int ha mibien Juda a-gevret. Kerzhout a raint en ur ouelañ, hag e klaskint an AOTROU o Doue.


Merc'h va fobl, en em c'houriz eus ur sac'h ha ruilh el ludu, bez e kañv evel evit ur mab nemetañ, ha gouel daeroù c'hwerv-meurbet, rak an distrujer a zeu buan warnomp.


Eno ho po soñj eus hoc'h hentoù hag eus hoc'h holl oberoù hoc'h eus en em saotret ganto. Heug ho po ouzhoc'h dirak ho taoulagad hoc'h-unan abalamour d'hoc'h holl fallagriezhoù ho po graet.


Hag e lakain va spered ennoc'h, hag e vevot, hag hoc'h adlakain en ho pro. Hag e ouiot ez on me an AOTROU am eus komzet, hag am eus graet, eme an AOTROU.


Ha ne guzhin ken va dremm outo, rak em bo skuilhet va Spered war di Israel, eme an Aotrou AOTROU.


Treiñ a rin ho kouelioù e kañvoù, hag hoc'h holl ganaouennoù e klemmganoù; lakaat a rin ar sac'h war an holl groazelloù, hag ar moalder war an holl bennoù, hag e lakain ar vro e kañv evel evit ur mab nemetañ, hag an diwezh a vo evel un devezh a c'hwervder.


An drederenn-se a lakain da dremen en tan, o furaat a rin evel ma vez puraet an arc'hant, o amprouiñ evel ma vez amprouet an aour. Ar re-se a c'halvo va anv, ha me a selaouo outo, hag e lavarin: Va fobl! Hag e lavarint: An AOTROU eo va Doue.


Moizez a reas un naer arem, a lakaas war ur berchenn; ha pa vez flemmet unan bennak gant un naer, e selle ouzh an naer arem hag e veve.


Neuze sin Mab an den en em ziskouezo en neñv, holl bobloù an douar a glemmo, hag e welint Mab an den o tont war goabr an neñv gant galloud ha gant ur gloar bras.


Pêr en doe soñj eus ar ger en doa Jezuz lavaret: A-raok ma kano ar c’hilhog, te az po va dinac’het teir gwech. Hag o vezañ aet er-maez, e ouelas gant c’hwervder.


An deiz war-lerc’h, Yann a welas Jezuz o tont d’e gavout hag a lavaras: Setu Oan Doue, an hini a lam kuit pec’hed ar bed.


An holl grederien amdroc’het a oa deuet gant Pêr a voe souezhet o welout e oa skuilhet ivez donezon ar Spered-Santel war ar baganed.


Evel ma en em lakais da gomz, ar Spered-Santel a ziskennas warno evel warnomp er penn-kentañ.


Erruout a raio en deizioù diwezhañ, eme Doue, e skuilhin eus va Spered war bep kig, ho mibien hag ho merc’hed a brofedo, ho tud yaouank o devo gweledigezhioù hag ho tud kozh o devo huñvreoù.


Savet eta a-zehou da Zoue, resevet en deus digant an Tad promesa ar Spered-Santel ha skuilhet en deus ar pezh a welit hag a glevit bremañ.


O vezañ klevet an traoù-mañ, e voe mantret o c’halon, hag e lavarjont da Bêr ha d’an ebestel all: Tud breudeur, petra a raimp?


Ha n’hoc’h eus ket resevet ur spered a sklavelezh evit bezañ c’hoazh en aon, met resevet hoc’h eus ur Spered advugelañ a laka ac’hanomp da grial: Abba! Tad!


Evel-se ivez ar Spered a sikour ac’hanomp en hon dinerzhded. Rak n’ouzomp ket petra a dleomp goulenn evit pediñ evel ma’z eo dereat. Met ar Spered e-unan a erbed evidomp dre huanadoù na c’hellont ket bezañ displeget.


o pediñ e pep amzer dre bep seurt pedennoù hag aspedennoù dre ar Spered, o veilhañ war gement-se gant dalc’husted hag o pediñ evit an holl sent,


o sellout ouzh Jezuz, ar rener hag ar peuroberer eus hor feiz, eñ hag en deus gouzañvet ar groaz ha disprizet ar vezhusted abalamour d’al levenez a oa kinniget dezhañ, hag a zo azezet a-zehou da dron Doue.


Met c’hwi, re garet-mat, en em savit hoc’h-unan war ho feiz santel-meurbet ha pedit dre ar Spered-Santel,


Setu, emañ o tont war ar c’hoabr, ha pep lagad a welo anezhañ, zoken ar re o deus e doullet. Holl veuriadoù an douar a hirvoudo abalamour dezhañ. Ya. Amen.


Pell bras e oa abaoe an deiz ma voe lakaet arc'h an AOTROU e Kirjad-Jearim, ugent vloaz e oa. Hag holl di Israel en em lakaas da huanadiñ war-lerc'h an AOTROU .


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos