Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Zakaria 12:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 En deiz-se e vo ur c'hañv bras e Jeruzalem, evel ma voe kañv Hadadrimmon e traonienn Megiddo.

Ver Capítulo Copiar




Zakaria 12:11
7 Referencias Cruzadas  

En e amzer, Faraon Neko roue an Ejipt a bignas a-enep roue Asiria, etrezek stêr Eufratez, ha Jozia a gerzhas a-enep dezhañ. Met pa welas Faraon anezhañ, e lazhas anezhañ e Megiddo.


Met Jozia ne fellas ket dezhañ distreiñ dioutañ, hag en em zic'hizas evit stourm outañ. Ne selaouas ket komzoù Neko, a zeue eus genoù Doue. Dont a reas evit stourm e plaenenn Megiddo.


E servijerien a gasas anezhañ kuit eus e garr, a lakaas anezhañ war ur c'harr all en doa, hag a gasas anezhañ da Jeruzalem, hag e varvas. Sebeliet e voe e bezioù e dadoù, hag holl Juda ha Jeruzalem a reas kañv war Jozia.


Hag ar vro a raio kañv, pep tiegezh a-ziforc'h: tiegezh David a-ziforc'h, hag o maouezed a-ziforc'h; tiegezh Natan a-ziforc'h, hag o maouezed a-ziforc'h;


Neuze sin Mab an den en em ziskouezo en neñv, holl bobloù an douar a glemmo, hag e welint Mab an den o tont war goabr an neñv gant galloud ha gant ur gloar bras.


Setu, emañ o tont war ar c’hoabr, ha pep lagad a welo anezhañ, zoken ar re o deus e doullet. Holl veuriadoù an douar a hirvoudo abalamour dezhañ. Ya. Amen.


Hag e tastumas anezho en ul lec’h a zo anvet en hebraeg Harmagedon.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos