Zakaria 12:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
12 Hag ar vro a raio kañv, pep tiegezh a-ziforc'h: tiegezh David a-ziforc'h, hag o maouezed a-ziforc'h; tiegezh Natan a-ziforc'h, hag o maouezed a-ziforc'h;
Ur vouezh a voe klevet war an uhellec'hioù, goueladegoù ha garmoù mibien Israel, rak gwashaet o deus o hentoù, hag ankounac'haet o deus an AOTROU o Doue.
A-dra-sur em eus klevet Efraim o hirvoudiñ: Va c'hastizet ec'h eus hag on bet kastizet evel ul leue dizoñv; gra din distreiñ hag e tistroin, rak te eo an AOTROU va Doue.
En abeg da-se e vo e kañv an douar, hag e vo du an neñvoù d'an nec'h, rak em eus lavaret, em eus graet va mennozh, ne'm eus ket keuz, ha ne zislavarin ket.
Dastumit ar bobl, santelait ar vodadenn, dastumit an henaourien, dastumit ar vugale hag ar re a zen ar vronn. Ra zeuio ar gwaz-nevez eus e gambr hag ar plac'h-nevez eus he c'hambrig.
hag evit komz ouzh aberzhourien ti AOTROU an armeoù hag ouzh ar brofeded, o lavarout: Ha dleout a ran gouelañ d'ar pempvet miz, ha yunañ, evel ma'm eus graet e-pad kement a vloavezhioù?
Neuze sin Mab an den en em ziskouezo en neñv, holl bobloù an douar a glemmo, hag e welint Mab an den o tont war goabr an neñv gant galloud ha gant ur gloar bras.
N’en em dremenit ket an eil eus egile, nemet dre un asant graet etrezoc’h evit ur pennad, evit en em reiñ d’ar yun ha d’ar bedenn. Ha goude distroit asambles, gant aon na zeufe Satan d’ho temptañ dre ho tiouer a vestroni.
Setu, emañ o tont war ar c’hoabr, ha pep lagad a welo anezhañ, zoken ar re o deus e doullet. Holl veuriadoù an douar a hirvoudo abalamour dezhañ. Ya. Amen.