Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




S. Jakes 4:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Goulenn a rit ha ne resevit ket abalamour ma c’houlennit fall, evit dic’hoantañ ho kwallyouloù.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

3 Goulen a rit, ha na recevit ket, abalamour ma c’houlennit fall, hag evit contanti ho kwall‐ioulou.

Ver Capítulo Copiar




S. Jakes 4:3
25 Referencias Cruzadas  

Ha Doue a lavaras dezhañ: Peogwir ec'h eus graet ar goulenn-se ouzhin, ha ne'c'h eus ket goulennet ur vuhez hir, na pinvidigezhioù, na marv da enebourien, met goulennet ec'h eus poell evit barn gant reizhder,


Krial a reont ha n'int ket selaouet, en abeg da lorc'h ar re zrouk.


Lakaat a rez va enebourien da dreiñ o c'hein dirazon, hag ar re am c'hasa a zistrujan.


Neuze e huchint etrezek ennon, met ne respontin ket, klask a raint ac'hanon mintin mat, met ne'm c'havint ket,


Aberzh ar re zrouk a zo un euzhusted evit an AOTROU, met pedenn an dud reizh a zo plijus dezhañ.


An hini a serr e zivskouarn ouzh kriadenn an ezhommeg, a grio ivez e-unan ha ne vo ket klevet.


Aberzh ar re zrouk a zo un euzhusted, pegen muioc'h pa zegasont anezhañ gant mennadoù fall!


Setu perak evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da zegas warno un droug na c'hellint ket tec'hout araozañ. Krial a raint etrezek ennon, met ne selaouin ket outo.


Te, na bed ket evit ar bobl-mañ, na sav evito na klemm na aspedenn, rak ne selaouin ket anezho pa griint etrezek ennon en abeg d'o gwalleur.


Mar yunont, ne selaouin ket o garm, mar kinnigont loskaberzhoù ha donezonoù, n'o c'havin ket dereat, met ez an da guzumiñ anezho dre ar c'hleze, dre an naonegezh ha dre ar vosenn.


Krial a raint neuze d'an AOTROU, met ne responto ket dezho, kuzhat a raio e zremm outo en amzer-se, dre ma'z eo bet fall o oberoù.


Ha neuze, evel n'o deus ket selaouet p'en deus galvet, en hevelep doare pa o deus galvet, ne'm eus ket selaouet, eme AOTROU an armeoù.


Jezuz a respontas: N’ouzoc’h ket ar pezh a c’houlennit. Ha gallout e c’hellit evañ an hanaf a dlean evañ ha bezañ badezet eus ar vadeziant ma tlean bezañ badezet ganti? Int a lavaras dezhañ: Ni a c’hell.


Met Jezuz a lavaras dezho: N’ouzoc’h ket ar pezh a c’houlennit. Ha gallout e c’hellit evañ an hanaf a dlean evañ ha bezañ badezet eus ar vadeziant ma tlean bezañ badezet ganti?


Rak an neb a c’houlenn, a resev; an neb a glask, a gav; an neb a sko, e vez digoret dezhañ.


Un nebeud devezhioù goude, ar mab yaouankañ o vezañ dastumet kement en doa, a yeas d’ur vro bell hag a zispignas enni e vadoù o vevañ en diroll.


Ha pa’z eo deuet en-dro ar mab-mañ dit, an hini en deus debret da vadoù gant gisti, ec’h eus lazhet al leue lart evitañ!


A-belec’h e teu en ho touez an emgannoù hag an tabutoù? Ha n’eo ket eus ho kwallyouloù a stourm en hoc’h izili?


Petra bennak a c’houlennomp, en resevomp digantañ, abalamour ma viromp e c’hourc’hemennoù ha ma reomp ar pezh a blij dezhañ.


Kement-mañ eo ar fiziañs hon eus ennañ: mar goulennomp un dra bennak hervez e youl, e selaou ac’hanomp.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos