Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Romaned 7:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

24 Paour-kaezh paotr ma’z on! Piv a zieubo ac’hanon eus korf ar marv-mañ?

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

24 Den maleürus ma’z oun! piou a zelivro ac’hanoun euz ar c’horfman a varo? . . . .

Ver Capítulo Copiar




Romaned 7:24
36 Referencias Cruzadas  

mar gra unan bennak pe da holl bobl Israel ur bedenn bennak pe ur goulenn bennak, mar anzav pep hini gouli e galon hag ec'h astenn e zaouarn etrezek an ti-mañ,


rak en devo sellet eus lec'h uhel e santelezh, hag en devo eus an neñvoù taolet e zaoulagad war an douar,


Digoret em eus va genoù, hag em eus huanadet, rak c'hoantaet em eus da c'hourc'hemennoù.


An estrenvan hag an enkrez o deus va zapet, met da c'hourc'hemennoù eo va flijadur.


Dianket on evel un dañvad kollet: klask da servijer, rak ne'm eus ket ankounac'haet da c'hourc'hemennoù.


Va ene a zo kuzumet er garantez en deus a bep amzer evit da varnedigezhioù.


AOTROU, na'm c'hastiz ket en da gounnar, ha na'm finij ket en da fulor.


Rak er marv n'eus soñj ebet ac'hanout. Piv a veulo ac'hanout e lec'h ar marv?


o lavarout: Doue en deus e zilezet, redit war e lerc'h ha tapit anezhañ, rak n'eus den d'e zieubiñ.


Rak dieubiñ a raio ar paour o c'harmiñ hag an ezhommeg hep sikour.


Kontet on e-touez ar re a ziskenn er poull. Me a zo evel un den hep nerzh,


An AOTROU a lavaras dezhañ: Kae dre greiz kêr, dre greiz Jeruzalem, hag e ri ur merk war dal an dud a hirvoud hag a huanad en abeg d'an holl euzhusterioù a vez graet en he c'hreiz.


C'hoazh en devo truez ouzhimp, dindan e dreid e lakaio hor pec'hedoù. Ya, teurel a ri o holl bec'hedoù e foñs ar mor.


Eürus ar re a zo er glac’har, rak frealzet e vint!


Eürus ar re o deus naon ha sec’hed eus ar reizhder, rak o devo o gwalc’h!


Spered an Aotrou a zo warnon, dre-se en deus va olevet da brezeg ar c’heloù mat d’ar beorien. Kaset en deus ac’hanon da yac’haat ar re o deus ar c’halon flastret, da embann an dieubidigezh d’ar re zalc’het ha distro ar gweled d’ar re dall, da gas diere ar re gwasket,


o c’houzout penaos hon den kozh a zo bet kroazstaget gantañ, evit ma vo korf ar pec’hed distrujet, ha na vimp mui sklavourien ar pec’hed.


Rak mar bevit hervez ar c’hig, e varvot, met mar lakait dre ar Spered oberoù ar c’horf da vervel, e vevot.


Rak lezenn ar Spered a vuhez a zo e Jezuz-Krist en deus va dieubet eus lezenn ar pec’hed hag ar marv.


ha n’eo ket hi hepken, met ni ivez, en ur gaout frouezh kentañ ar Spered, e huanadomp ivez ennomp hon-unan o c’hortoz an advugelañ, dasprenadur hor c’horf.


Evel-se ivez ar Spered a sikour ac’hanomp en hon dinerzhded. Rak n’ouzomp ket petra a dleomp goulenn evit pediñ evel ma’z eo dereat. Met ar Spered e-unan a erbed evidomp dre huanadoù na c’hellont ket bezañ displeget.


Ennañ ivez oc’h bet amdroc’het gant un amdroc’h graet hep dorn ebet, o tiwiskañ ar c’horf eus pec’hedoù ar c’hig, ar pezh eo amdroc’h Krist,


An Aotrou am dieubo eus pep ober drouk hag a saveteo ac’hanon evit e rouantelezh neñvel. Dezhañ ra vo ar gloar e kantvedoù ar c’hantvedoù! Amen.


a zo en em roet e-unan evit hon dasprenañ a bep direizhder hag evit hor glanaat, evel ur bobl a zo dezhañ e-unan, gredus evit an oberoù mat.


ha ma tieubje ar re holl a oa e-pad o buhez dindan ar sklaverezh dre aon rak ar marv.


Doue a sec’ho pep daeraouenn diwar o daoulagad. Ar marv ne vo ken, nag ar c’hañv, na garm, na poan ebet, rak an traoù kentañ a zo tremenet.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos