Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Efeziz 2:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

18 rak drezañ hon eus an eil hag egile un degemer digant an Tad en un hevelep Spered.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

18 rag dreizhan hon euz digemer, an eil hag egile, digant an Tad, en eur memeus Spered.

Ver Capítulo Copiar




Efeziz 2:18
26 Referencias Cruzadas  

Skuilhañ a rin war di David ha war dud Jeruzalem ar Spered a c'hras hag a bedennoù, hag e sellint ouzhin, an hini o deus toullet. Hag e raint kañv dezhañ evel ma reer kañv d'ur mab nemetañ, hag e ouelint c'hwerv evel ma oueler war ur mab kentañ-ganet.


It eta, kelennit an holl vroadoù, o vadeziñ anezho en anv an Tad, ar Mab hag ar Spered-Santel,


Neuze Jezuz a lavaras dezho c’hoazh: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, me eo dor an deñved.


Me eo an nor. Mar deu e-barzh unan bennak drezon, e vo salvet. Dont ha mont a raio hag e kavo peurvan.


Jezuz a lavaras dezhañ: Me eo an hent, ar wirionez hag ar vuhez. Den ne zeu d’an Tad nemet drezon.


eñ hag en deus roet deomp dre ar feiz digor d’ar c’hras-se a chomomp start enni, hag e kavomp gloar en esperañs eus meurded Doue.


Ha n’hoc’h eus ket resevet ur spered a sklavelezh evit bezañ c’hoazh en aon, met resevet hoc’h eus ur Spered advugelañ a laka ac’hanomp da grial: Abba! Tad!


Badezet omp bet holl en ur Spered hepken evit bezañ ur c’horf hepken, pe Yuzevien, pe Gresianed, pe sklavourien, pe tud frank, hag holl hon eus bet douraet en ur Spered hepken.


koulskoude ni n’hon eus nemet un Doue hepken, an Tad, e teu an holl draoù dioutañ hag ez omp-ni evitañ, hag un Aotrou hepken, Jezuz-Krist, a zo an holl draoù drezañ hag emaomp-ni drezañ.


Ha dre ma’z oc’h mibien, Doue en deus kaset en ho kalonoù Spered e Vab o krial: Abba! Tad!


ennañ hon eus al librentez da dostaat ouzh Doue gant fiziañs dre ar feiz ennañ.


Evit kement-se eo e plegan an daoulin dirak Tad hon Aotrou Jezuz-Krist,


Bez’ ez eus ur c’horf hepken hag ur Spered hepken, evel ivez ma’z oc’h bet galvet da un esperañs hepken dre ho kalvidigezh,


o pediñ e pep amzer dre bep seurt pedennoù hag aspedennoù dre ar Spered, o veilhañ war gement-se gant dalc’husted hag o pediñ evit an holl sent,


o trugarekaat an Tad en deus hol lakaet barrek da gaout lod en hêrezh ar sent er sklêrijenn.


rak al lezenn n’he deus degaset netra d’ar barfeted. Lakaet eo bet en e lec’h un esperañs gwelloc’h, hag en em dostaomp ouzh Doue drezi.


Gantañ e vennigomp Doue an Tad ha gantañ e villigomp an dud deuet da vezañ hervez skeudenn Doue.


Ha mar galvit Tad an hini a varn pep unan hervez e oberoù hep ober van eus den, en em renit eta gant doujañs e-pad an amzer hoc’h eus da dremen amañ,


drezañ e kredit e Doue, eñ hag en deus e adsavet a-douez ar re varv ha roet dezhañ gloar, evit ma vije ho feiz hag hoc’h esperañs e Doue.


Rak Krist ivez en deus gouzañvet ur wech evit ar pec’hedoù, eñ reizh evit ar re zireizh, evit hon degas da Zoue. Lakaet eo bet d’ar marv er c’hig, met bevaet hervez ar Spered,


Met c’hwi, re garet-mat, en em savit hoc’h-unan war ho feiz santel-meurbet ha pedit dre ar Spered-Santel,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos