Mar mir eta an hini n’eo ket amdroc’het gourc’hemennoù al lezenn, e ziamdroc’h ha ne vo ket kontet evel amdroc’h?
Romaned 3:30 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned rak bez’ ez eus un Doue hepken a reishaio an amdroc’hidi dre ar feiz hag ar re ziamdroc’h dre ar feiz. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) rag beza ez euz eun Doue hep‐ken, pehini a justifio ar re circonciset dre ar feiz, hag ar re dicirconcis dre ar feiz. |
Mar mir eta an hini n’eo ket amdroc’het gourc’hemennoù al lezenn, e ziamdroc’h ha ne vo ket kontet evel amdroc’h?
Ha mar mir al lezenn an hini n’eo ket amdroc’het dre natur, ha ne varno ket ac’hanout, te hag a dorr al lezenn gant da lizherenn ha da amdroc’h?
reizhder Doue dre ar feiz eus Jezuz-Krist, evit ar re holl ha war ar re holl a gred. Rak n’eus diforc’h ebet,
Setu perak eus ar feiz eo hon eus resevet ar c’hras, evit ma vo ar bromesa asuret d’an holl lignez, nann hepken d’an hini a zo eus al lezenn, met ivez d’an hini a zo eus feiz Abraham, eñ hag a zo hon tad deomp holl,
An eürusted-se eta, daoust hag eo evit an amdroc’hidi hepken pe evit ar re ziamdroc’h ivez? Rak lavarout a reomp penaos ar feiz a voe kontet da Abraham da reizhder.
N’eus ken na Yuzev na Gresian, n’eus ken na sklavour na den frank, n’eus ken na gwaz na gwreg, rak holl emaoc’h unan e Jezuz-Krist.
Ar Skritur, o rakwelout e reishaje Doue ar baganed dre ar feiz, he deus kemennet diagent an Aviel da Abraham, o lavarout: An holl vroadoù a vo benniget ennout!
Rak e Jezuz-Krist an amdroc’h ne servij da netra, nag an diamdroc’h, met ar feiz o labourat dre ar garantez.
Rak e Jezuz-Krist an amdroc’h hag an diamdroc’h n’int netra, met ret eo bezañ ur grouadenn nevez.
Rak ni a zo an amdroc’hidi, ni hag a azeul Doue er Spered, ni hag a gavomp gloar e Jezuz-Krist, ni ha ne lakaomp ket hor fiziañs er c’hig,
Rak n’eus nemet un Doue hepken, hag un hanterour hepken etre Doue hag an dud, an den Jezuz-Krist,