Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Galated 3:28 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

28 N’eus ken na Yuzev na Gresian, n’eus ken na sklavour na den frank, n’eus ken na gwaz na gwreg, rak holl emaoc’h unan e Jezuz-Krist.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

28 N’euz mui na Judeo na Grek; n’euz nag esclav na den libr; n’euz na goaz na maouez; rag c’houi holl a zo unan en Jesus‐Christ.

Ver Capítulo Copiar




Galated 3:28
31 Referencias Cruzadas  

En deizioù-se e skuilhin va Spered zoken war ar servijerien ha war ar servijerezed.


Deñved all am eus ha n’int ket eus ar c’hraou-mañ. Ret eo din degas anezho ivez hag e klevint va mouezh. Hag e vo un tropell hepken hag ur mesaer hepken.


ha ne oa ket evit ar vroad hepken, met ivez evit dastum en unan hepken mibien Doue a-stlabez.


Me n’on ken er bed, met ar re-mañ a zo er bed, hag e teuan etrezek ennout. Tad santel, mir en da anv ar re ac’h eus roet din, evit ma vint unan eveldomp-ni.


Rak ne’m eus ket mezh eus Aviel Krist, rak galloud Doue eo evit silvidigezh ar re holl a gred, ar Yuzev da gentañ, ha goude ar Gresian.


reizhder Doue dre ar feiz eus Jezuz-Krist, evit ar re holl ha war ar re holl a gred. Rak n’eus diforc’h ebet,


N’eus ken eta bremañ kondaonidigezh ebet evit ar re a zo e Jezuz-Krist, ar re a gerzh nann hervez ar c’hig met hervez ar spered.


en hor c’heñver hag en deus galvet, nann hepken a-douez ar Yuzevien met ivez a-douez ar baganed?


Rak an ozhac’h difeiz a zo santelaet gant ar wreg hag ar wreg difeiz a zo santelaet gant an ozhac’h, anez da-se ho pugale a vije dic’hlan, e-lec’h bremañ ez int santel.


An amdroc’h n’eo netra hag an diamdroc’h n’eo netra, met miridigezh gourc’hemennoù Doue eo an holl draoù.


evit ma en em skuilhje bennozh Abraham war ar baganed dre Jezuz-Krist ha ma resevjemp dre ar feiz ar Spered a oa bet prometet.


Rak holl oc’h mibien da Zoue dre ar feiz e Jezuz-Krist,


ha n’hoc’h eus ket va disprizet na va zaolet kuit abalamour d’ar poanioù-se em c’hig, met va degemeret hoc’h eus evel un ael eus Doue, hag evel Jezuz-Krist.


Ar re a zo da Grist o deus kroazstaget ar c’hig gant e youloù drouk hag e c’hoantegezhioù.


Rak e Jezuz-Krist an amdroc’h ne servij da netra, nag an diamdroc’h, met ar feiz o labourat dre ar garantez.


Paol, abostol Jezuz-Krist dre volontez Doue, d’ar sent a zo en Efez ha d’ar feizidi e Krist Jezuz:


Bez’ ez eus ur c’horf hepken hag ur Spered hepken, evel ivez ma’z oc’h bet galvet da un esperañs hepken dre ho kalvidigezh,


Paol ha Timote, servijerien Jezuz-Krist, d’an holl sent e Jezuz-Krist a zo e Filipi, d’an eskibien ha d’an diagoned:


o vezañ klevet diwar-benn ho feiz e Jezuz-Krist hag ho karantez evit an holl sent,


Amañ n’eus na Gresian na Yuzev, na den amdroc’het na diamdroc’h, na barbar na Skutad, na sklavour na den frank, met Krist a zo holl hag en holl.


Trugarekaat a ran an hini en deus va nerzhet, Jezuz-Krist hon Aotrou, dre ma en deus va c’havet feal o lakaat ac’hanon er servij,


Paol, abostol Jezuz-Krist dre volontez Doue evit prezeg promesa ar vuhez a zo e Jezuz-Krist,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos