Nehemia 9:29 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
O douget ec'h eus da zont en-dro da'z lezenn, met kendalc'het o deus el lorc’hentez, hep selaou da c'hourc'hemennoù, ha pec'het o deus a-enep da varnedigezhioù, a laka da vevañ an hini a ra diouto. Tennet o deus ur skoaz a-dreñv, reudet o gouzoug, ha n'o deus ket selaouet.
An AOTROU en doa testeniet a-enep Israel hag a-enep Juda dre an holl brofeded ha dre an holl welourien, o lavarout: Distroit diouzh ho hentoù fall, mirit va gourc'hemennoù ha va reolennoù, hervez an holl lezenn am boa gourc'hemennet d'ho tadoù, hag am eus kaset deoc'h dre va servijerien ar brofeded.
En deizioù-se e welis e Juda tud a jaodre er waskerell d'ar sabad, ha reoù all a zegase herdin, a samme o ezen gant gwin, rezin, fiez ha traoù all, hag o degase da Jeruzalem e deiz ar sabad. Ober a ris rebechoù dezho, diwar-benn an deiz ma werzhent o zraoù.
Graet ec'h eus burzhudoù ha mirakloù a-enep Faraon, a-enep e holl servijerien, a-enep holl bobl e vro, rak gouzout a raes o doa en em renet gant lorc'h e-keñver anezho, hag ec'h eus graet dit-te da-unan un anv a chom betek hiziv.
Met e voent disentus hag en em savjont a-enep dit, hag e taoljont da lezenn a-dreñv o c'hein. Lazhañ a rejont da brofeded a zouge anezho da zistreiñ ouzhit, hag e rejont dismegañsoù bras dit.
O gortozet ec'h eus pell, e-pad bloavezhioù niverus, hag ec'h eus o douget da cheñch dre da Spered ha dre da brofeded, met n'o deus ket o selaouet, hag ec'h eus o lakaet etre daouarn pobloù ar broadoù.
Moizez hag Aaron a zeuas eta da gavout Faraon, hag e lavarjont: Evel-henn en deus lavaret an AOTROU , Doue an Hebreed: Betek pegoulz e nac'hi en em izelaat dirazon? Lez va fobl da vont kuit, evit ma servijo ac'hanon.
Evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Setu ez an da zegas war ar gêr-mañ ha war hec'h holl gêriadennoù an holl zroug am eus disklêriet a-enep dezhi, rak reudet o deus o gouzoug, evit chom hep selaou va c'homzoù.
Azaria mab Hoshea ha Johanan mab Kareak, hag an holl dud lorc'hus, a lavaras da Jeremiaz: Lavarout a rez gevier, an AOTROU hon Doue n'en deus ket kaset ac'hanout evit lavarout: N'it ket d'an Ejipt da chom eno.
Neuze e c'houzañvint poanioù niverus hag enkrezioù, hag e komzo ar c'hantik-mañ evel test en o enep, dre ma ne vo ket ankounac'haet gant genoù o lignez. Rak anavezout a ran o mennozhioù, o deus diskuliet dija hiziv, a-raok ma em eus o derenet d'ar vro am eus touet.
rak anavezout a ran da zisentidigezh ha da c'houzoug reut. Setu, e-pad ma'z on c'hoazh hiziv bev ganeoc'h, ez oc'h disentus ouzh an AOTROU, pegement mui ne viot ket goude va marv!
e kemeran an neñvoù hag an douar da dest en hoc'h enep, penaos e viot distrujet buan a-ziwar c'horre ar vro emaoc'h o vont da berc'hennañ en tu all d'ar Jordan, ne hiraiot ket ho teizioù eno, met mont a reot prim da goll.
ha lavaret em eus deoc'h: Me eo an AOTROU ho Toue, n'ho pet ket aon rak doueoù an Amoreaned emaoc'h o chom en o bro. Met n'hoc'h eus ket sentet ouzh va mouezh.