Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 19:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

17 Eñ a lavaras dezhañ: Perak em galvez mat? Den n’eo mat, nemet unan, Doue hepken. Mar fell dit mont er vuhez, mir ar gourc’hemennoù.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

17 Hen a respontaz: Perag am galvez‐te mad? N’ez euz hini mad e‐bed, nemed Doue hep‐ken. Hogen mar fell d’id mond er vuez, mir ar gourc’hemenou. Pe re? emezhan. Jesus a respontaz dezhan:

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

17 Jesus e laras: Perac e laret‐hui é on mad? N’en dès nameit Doué ag e zou mad. Hama, mar vennet monnet ér vuhé, miret er gourhemenneu.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 19:17
14 Referencias Cruzadas  

O douget ec'h eus da zont en-dro da'z lezenn, met kendalc'het o deus el lorc’hentez, hep selaou da c'hourc'hemennoù, ha pec'het o deus a-enep da varnedigezhioù, a laka da vevañ an hini a ra diouto. Tennet o deus ur skoaz a-dreñv, reudet o gouzoug, ha n'o deus ket selaouet.


Te a zo mat ha madoberus, desk din da reolennoù.


D'ar mestr-kaner; "Maskil" David.


Met ar vibien en em savas a-enep din, ne gerzhjont ket hervez va reolennoù, ne virjont ket va barnedigezhioù evit ober diouto, ha ma ra hervezo an den e vevo drezo, disakret o deus va deizioù sabad. Neuze em eus soñjet skuilhañ va fulor warno ha seveniñ va c'hounnar a-enep dezho er gouelec'h.


Mirout a reot va reolennoù ha va barnedigezhioù; an den a gerzho enno a vevo drezo. Me eo an AOTROU.


Moizez a skriv diwar-benn ar reizhder a zeu eus al lezenn: An den a raio an traoù-mañ a vevo drezo.


pep gras dispar ha pep donezon peurvat a zeu eus an nec’h hag a ziskenn eus Tad ar sklêrijenn, na vez ennañ na kemmadur na skeud a cheñchamant.


Ni hon eus anavezet ha kredet er garantez en deus Doue evidomp. Doue a zo karantez, hag an hini a chom er garantez a chom e Doue ha Doue ennañ.


Nikun n'eo santel evel an AOTROU , n'eus hini all ebet nemedout, n'eus roc'h ebet evel hon Doue.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos