Ar goulm a zistroas d'e gavout war-dro an abardaez ha setu, e oa ganti un delienn olivezenn fresk en he beg. Noe a gomprenas penaos an doureier o doa gwall vihanaet war an douar.
Nehemia 8:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned hag e veze ret embann kement-se hag henn disklêriañ en holl gêrioù hag e Jeruzalem, o lavarout: Kit d'ar menez, ha degasit skourroù olived, skourroù gwez sunek, skourroù meurta, skourroù palmez, ha skourroù gwez stank, evit ober logelloù, evel ma'z eo skrivet. |
Ar goulm a zistroas d'e gavout war-dro an abardaez ha setu, e oa ganti un delienn olivezenn fresk en he beg. Noe a gomprenas penaos an doureier o doa gwall vihanaet war an douar.
D’an deiz kentañ e kemerot frouezh eus ar gwez kaerañ, brankoù palmez, skourroù gwez bodennek hag haleg eus ar stêrioù, hag en em laouenaiot e-pad seizh devezh dirak an AOTROU.
E-pad an noz em boe ur weledigezh. Ha setu, e oa un den pignet war ur marc'h rous, hag en em zalc'he e-touez ar gwez-meurta a oa er foñs; war e lerc'h e oa kezeg rous, brizhek ha gwenn.
Pa dostajont ouzh Jeruzalem ha ma voent e Betfage, tost da Venez an Olived, Jezuz a gasas daou eus e ziskibien,
a gemeras brankoù palmez hag a yeas a-raok dezhañ, o krial: Hozanna! Benniget ra vo roue Israel a zeu en anv an Aotrou!
Teir gwech er bloaz, pep gwaz ac'hanoc'h en em gavo dirak an AOTROU ho Toue, el lec'h dibabet gantañ, da ouel ar bara hep goell, da ouel ar sizhunioù ha da ouel al logelloù, ha n'en em ziskouezo ket er c'houllo dirak an AOTROU.
Goude-se e sellis ha setu, un engroez ken bras ken na c’helle den kontañ, a bep broad, a bep meuriad, a bep pobl, a bep yezh, en em zalc’he dirak an tron ha dirak an Oan; gwisket e oant gant saeoù gwenn, gant palmez en o daouarn.