Joab a lavaras da Amasa: Ha yac'h out, va breur? Ha Joab a grogas gant e zorn dehou e barv Amasa, evit pokat dezhañ.
Nehemia 6:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Samballad ha Geshem a gasas da'm c'havout da lavarout din: Deus, en em gavomp a-gevret er c'hêriadennoù a zo e traonienn Ono. Bez' e oant e sell d'ober droug ouzhin. |
Joab a lavaras da Amasa: Ha yac'h out, va breur? Ha Joab a grogas gant e zorn dehou e barv Amasa, evit pokat dezhañ.
Abner a zistroas eta da Hebron, ha Joab en tennas a-du, en diabarzh eus an nor, evel evit komz outañ e kuzh, hag eno e skoas warnañ en e gof, hag e varvas en abeg da wad Asael breur Joab.
Mibien Elpaal a voe: Eber, Misham, Shemer, a savas Ono ha Lod hag ar c'hêriadennoù tro-dro.
Met e kasis dezho da lavarout: Ober a ran ul labour bras, ha ne c'hellan ket diskenn. Perak e vefe paouezet al labour, e-pad ma en lezfen evit diskenn d'ho kavout?
Dieub ac'hanomp, o AOTROU! Rak n'eus ken den mat ebet. Ar re leal a zo aet kuit a-douez mibien an dud.
Gwelet em eus ivez pep labour ha pep ijin el labour, n'int nemet gwarizi eus an eil e-keñver egile. Kement-se ivez a zo avel ha poan spered.
Hag Ismael mab Netania a savas, kenkoulz hag an dek den a oa gantañ, hag e skojont gant ar c'hleze war C'hedalia mab Ahikam mab Shafan, hag e lazhjont an hini en doa roue Babilon lakaet da c'houarnour war ar vro.
Hag e teuont da'z kavout a-vostad, va fobl a azez dirazout, hag e selaouont da gomzoù. Met ne reont ket hervezo, o c'hontañ a reont en o genoù, met o c'halon a ya war-lerc'h o gwallc'hoantoù.