Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Samuel 3:27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

27 Abner a zistroas eta da Hebron, ha Joab en tennas a-du, en diabarzh eus an nor, evel evit komz outañ e kuzh, hag eno e skoas warnañ en e gof, hag e varvas en abeg da wad Asael breur Joab.

Ver Capítulo Copiar




2 Samuel 3:27
16 Referencias Cruzadas  

Absalom a lavaras: Ma ne zeuez ket, mar plij, ra zeuio va breur Amnon ganeomp. Hag ar roue a respontas: Perak ez afe ganit?


Lavarit ivez da Amasa: Ha n'out ket va eskern ha va c'hig? Ra raio Doue din hervez an diwezhañ rustoni ma ne lakaan ket ac'hanout, da viken, penn-bras an arme e-lec'h Joab!


O vezañ aet kuit eus ti David, e kasas Joab tud war-lerc'h Abner, evit e zegas en-dro eus puñs Sira. Met David ne ouie ket kement-se.


David a anavezas-se raktal, hag e lavaras: Didamall on, me ha va rouantelezh, da viken dirak an AOTROU, eus gwad Abner mab Ner.


Pa glevas mab Saül e oa marvet Abner en Hebron, e wanaas e zaouarn hag holl Israel a voe trubuilhet.


An AOTROU a lakaio e wad da gouezhañ war e benn, rak skoet en deus war daou zen reishoc'h ha gwelloc'h egetañ, hag o lazhet en deus gant ar c'hleze, hep na ouezas David va zad, Abner mab Ner penn arme Israel, hag Amasa mab Jeter penn arme Juda.


A-hend-all, gouzout a rez ar pezh an deus graet din Joab mab Zeruja, ar pezh en deus graet da zaou benn eus arme Israel, da Abner mab Ner ha da Amasa mab Jeter, en deus lazhet o skuilhañ er peoc'h gwad ar brezel, hag o lakaat gwad ar brezel war e c'houriz en doa en-dro d'e zivgroazell ha war ar botoù en doa ouzh e dreid.


eus hanter-veuriad all Manase e Galaad, Jiddo mab Zakaria; eus Benjamin, Jaasiel mab Abner;


An hini a guzh e gasoni gant an touell, a vo dizoloet dirak ar vodadeg.


Hag Ismael mab Netania a savas, kenkoulz hag an dek den a oa gantañ, hag e skojont gant ar c'hleze war C'hedalia mab Ahikam mab Shafan, hag e lazhjont an hini en doa roue Babilon lakaet da c'houarnour war ar vro.


Ar veñjer-gwad eo a lakaio ar muntrer da varv; pa en em gavo gantañ, e lakaio anezhañ d'ar marv.


Mar en deus bountet unan bennak dre gasoni, pe taolet un dra bennak warnañ gant rakpreder, ha ma varv,


Milliget ra vo an hini a sko gant e nesañ e kuzh! Hag an holl bobl a lavaro: Amen!


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos