An AOTROU a laka da adkouezhañ warnout holl wad ti Saül, ma renez en e lec'h. An AOTROU en deus lakaet ar rouantelezh etre daouarn da vab Absalom, ha setu ez out er gwalleur, dre ma'z out bet un den a wad.
Abner a zistroas eta da Hebron, ha Joab en tennas a-du, en diabarzh eus an nor, evel evit komz outañ e kuzh, hag eno e skoas warnañ en e gof, hag e varvas en abeg da wad Asael breur Joab.
Ra gouezho ar gwad-se war benn Joab ha war holl di e dad! Ra vo e ti Joab da viken un den bennak o kaout ur berad pe al lorgnez, pe oc'h en em harpañ war ur vazh, pe o kouezhañ dre ar c'hleze, pe o vezañ e diouer a vara!
Ne gousiot ket ar vro ma viot o chomo enni, rak ar gwad a gousi ar vro. Ha ne vo ket graet dic'haou evit ar vro eus ar gwad a vo bet skuilhet enni, nemet dre wad an hini en devo e skuilhet.
Pilat, o welout penaos ne c’houneze netra met e kreske an drubuilh, a gemeras dour hag a walc’has e daouarn dirak ar bobl, o lavarout: Didamall on eus gwad an den reizh-mañ. Ouzhoc’h-c’hwi e sell kement-se.